Ne chom mui seurt ebet eus va zi soul Pontlez,
Nag ur pennad moger, nag ur maen en e bezh,
An douar am eus flastret em yaouankiz, diarc’hen,
An oaled, leur an ti, zo bremañ letonenn.
Atav me ’zalc’ho soñj eus an devezh m’oan bet,
O tont eus an Tonkin, da’m bro Trelez distroet ;
A-boan arruet e Brest, hep chom da varc’hata,
Setu me, war va zroad – rak em yalc’h n’oa netra –
Da gemeret an hent a gas war-zu va bro,
Hep soñjal lavaret da Vrest kenavezo.
Klevet ’raen en heklev kanaouenn ar goukou ;
O ! na me ’rede skañv, en un dreuziñ Gouesnou,
Plabennec, Lesneven,hep aon d’en em skuizhañ,
Rak du-hont, em zi soul, e soñjen ehanañ.
C’hoazh ur pennadig hent, hag e welfen ar mor,
Eus maezioù Plouider, ha dor va zi digor,
E-kichen ar menez, e ribl stêr koant ar Saezh
A ruilh he dour arc’hant a-dreuz ar pradoù glas.
Evel ur pesketaer, tizhet war ar mor don
Gant ur gwall barr-amzer, hag a drid e galon
Pa wel, en un taol kont, an avel o kouezhañ,
Hag ar porzh-mor el lec’h ma c’hallo c’hoazh douarañ,
Evel-se me, kerkent aet war-laez ar maezioù,
En a-raok ha dillo da daoler va selloù :
War menez an Toupet, a wez pin goloet holl,
Dindan pere gwechall e c’hoarien en disheol,
War haleg stêr ar Saezh, tro-war-dro da Bontlez,
War di soul an draonienn, e-harz troad ar menez…
Siwazh ! an huñvre kaer, siwazh ! al levenez,
A nijas a-zindan alan griz an enkrez,
Rak un avel diroll a yoa bet tremenet
El lec’h-se, kaer a-raok, ha bremañ dismantret.
Na kriadenn, na kan, en aer, dreist ar maezioù,
AL laboused a yoa tec’het a-vandennoù,
Rak dindan  ar vouc’hal ar gwez oa diskaret
Hag a-douez ar skourroù kement neizh diframmet ;
O vezañ ma n’oa mui gwez evit reiñ disheol,
Leton glas ar menez oa bremañ gweñvet holl ;
Ar stêr, e pehini, yaouankik, e welen
Skeud ar roz, an haleg hag ar gwinizh melen,
Skeud kement a loened pere, diouzh ar pardaez,
En ur vlejal, a deue da zourañ da Bontlez,
Ar stêr, ken kaer gwechall, gant skeud kement a draoù,
Oa dizolo, siwazh ! a-zindan an Neñvoù,
Hag er geot, diwanet el lec’h m’oa leur va zi,
Un amprevan, en heol, a welis o voriñ !…
Kollet ganin fiziañs, ha va c’halon rannet,
Setu me da bignat war menez an Toupet
Eus al lec’h ma weler a-bell ar maezioù bras ;
Azezet war ur roc’h, ac’hano me ’daolas,
Mantret, war an draonienn, ur sell hir ha truezus,
Ha va zal em daou zorn, neuze me ’leñvas druz !