Dilezet

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, P. Gadreau, 1902
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

O ! na pebezh anken ! pebezh merzherenti ! 
Tostaat ’ra miz mae, kement tra zo laouen, 
Hag e-kreiz ar gwalleur, soñjal ne c’hallin mui 
               Kanañ war va delenn ! 

Gouzout e red, ken tomm, gwad yaouank em gwazhied,
Eo va c’halon dener, ken troet d’ar garantez, 
Ha rankout, enkrezet, gwelet e-barzh er bed 
               Kement a levenez ! 

Anaout ar blijadur, taoler ur sell c’hoantus 
War an neb a dremen eürus em c’hichen, 
Ha n’eus forzh e pe lec’h rankout dalc’her, e-kuzh, 
               Va glac’har ouzh pep den ! 

E pep lec’h, hag atav, gant an holl dilezet, 
Hep ur ger, hep un dorn da reiñ din ur berad 
Eus ar gwir garantez hep pehini, bepred, 
               Em bezo kalonad ! 

Evel gant an derzhienn em empenn ez eus tan, 
Ar c’hwezenn eus va zal a gouezh a-veradoù, 
Aes e kavan harpañ va fenn paour ouzh ur maen, 
               A bep tu d’an hentoù. 

O ! ma n’em befe ket, Jezuz, aze da groaz, 
Pa welan en-dro din mignoned ken didruez, 
Daoust ha me, lavar din, a c’hallfe kaout, siwazh ! 
               Kalon da chom e buhez ?