Tennet eus ar galleg : war an ton galleg

Al loar, an heol hag ar stered en Neṽoù,
Ar mor ken don, an draonienn, ar menez,
Ar geot er prad, er c’hrinenn ar bokedoù,
O Doue krouer ! holl a zo graet ganez ;
Labourer douar, dirak un ober ken bras,
War-dro kuzh-heol pa son an Añjeluz,
Va mouezh dister a bign eus an dachenn glas,
Betek ennout, o Doue ken galloudus !

    DISKAN

Me ’gred ennout, Mestr, rak gant ur c’hwezhadenn,
En un taol, e pep lec’h, da bep tra te ’ro buhez ;
Doue galloudus, en deus bet krouet an den,
Me ’gred en da vraster hag en da vadelezh.

En un erv, digoret gant an alar,
Va dorn ledan a daol an had a-leizh,
Evel geot druz buan e tiwanont en douar,
Ha war bep had e sav pennoù gwinizh ;
Diwezhatoc’h ma teu, gant ur barr-amzer,
An dachennad holl da vezañ stoket,
E lec’h sevel va fenn ’enep da’m C’hrouer,
Evit pediñ, kentoc’h, ez eo soublet.

An douar a ro, goude va labour bounner,
Magadurezh da’m fried, da’m bugale,
Ne rofen ket evit ar palezioù kaer,
Va lojennig ha va maezioù ken gae !
Rak holl, da sul, en-dro d’an daol dastumet,
Etre va fried, va merc’h ha va mibien,
Em eus fiziañs da vevañ pell d’o c’haret,
Ha va c’halon em c’hreiz a zo laouen.

Un devezh c’hoazh, evel gwechall ma teufe
Enebourien da gouezhañ war hor bro,
Kerkent, du-hont, gant va mibien me ’yafe
E-kreiz an tan, evit herzel outo ;
Evit difenn va bro garet, er brezel,
Me ’garfe reiñ, ma vije ret, va buhez,
Hag a vouezh uhel e kanfen, en ur vervel,
Ur wech all c’hoazh, a-raok diskenn er bez :