Da’m c’hoar Hena, leanez
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Soñj ec’h eus, va c’hoar ger, eus Trelez ?
Eus hol lojennig a Bontlez
El lec’h m’hon eus, gant hon tud karet,
Hor yaouankiz gaer tremenet ?
Eizh bugel ez oamp d’ar mare-se,
Hep gouiziegezh, seder ha gae ;
Alies bremañ, pa soñjan em bro,
E teuan da skuilh daeroù c’hwerv.
Rak an amzer-se diouzhomp zo pell,
Ha ni, digor hon divaskell,
A-gleiz, a-zehoù, siwazh ! zo nijet,
Hep mui gallout en em welet.
Rak du-hont p’on bet o pardonañ,
N’em eus anavezet netra ;
Hor maezioù ken glas, ken dudius,
Hiriv zo melen ha truezus.
Gwez ar menez holl zo diskaret
Hag e leton a zo gweñvet ;
Eus hon ti ne chom ket ur voger,
Ha troc’het ’int haleg ar stêr.
Evel en un huñvre, koulskoude,
Em eus ho kwelet adarre,
E ribl ar stêr, e geot ar pradoù,
O redet evel oanigoù.
Ha diouzh an noz, en-dro d’an oaled,
Dirak un tan balan bodet,
Ho klevis, a vouezh uhel, o kanañ
Ur werz kaer da Santez Anna.
Siwazh ! an huñvre n’eo ket padet,
Ha va c’halon zo bet rannet
O lavaret, gant tristidigezh,
Kenavo da vaezioù Pontlez.
Va c’hoar ger, plijadur ar bed-mañ,
Evel a welan, n’eo netra,
Setu perak sec’homp hon daeroù ;
En em welet ’raimp en Neñvoù.