D’ar sadorn a-raok ar Bleunioù,
A-vandenn ar vugaligoù,
Kerkent ha m’oa peder eur skoet,
A veze gwelet o redet
Etrezek ur c’hoad a wez pin,
Rak pep hini, d’ar sul vintin,
A felle kaout, da vihanañ,
Ur skourr pin evit bennigañ,
Ur skourr kaer, gant teir voull e kroaz ;
Met tizhout ar skourr n’oa ket aes.
Hogen, c’hoarvezet oa ganen,
O pignat ouzh beg ar wezenn,
Un dra skrijus-meurbet, un dra
Hag em lakas buan da grenañ.
Va bragez, er skourroù speget,
En un taol kont oa gwall roget ;
Ur bragez nevez-flamm, ken kaer,
Ha troc’het er gwellañ mezher !
Ur bragez, gant roudennoù gwenn,
Prenet e marc’had Lesneven !
Va skourr, gant he zeir voull e kroaz,
A deuas da vezañ ker, siwazh !
Rak kerkent war dreuzoù va zi,
Setu va mamm, droug bras enni,
Da’m gourdrouz, ha zoken, ouzhpenn,
Da’m skeiñ kement gant ar gordenn,
M’oant bronduet-holl va divesker.
Ha setu perak ar paotr Per
Abaoe, da sul ar Bleunioù,
E lec’h ur skourr pin gant boulloù,
Ne zoug mui nemet ur skourr beuz,
Aesoc’h da dizhout ouzh ar c’hleuz.