Ar vrae nevez lemmet gant gwer
A zo da Yann al loc’h all ;
Harpet eo gant daou vaen pounner,
Evit na c’hallfe fiñval.

Rak Yann, en deus divrec’h ken tev,
Ken nerzhus ha limonioù ;
Dirazañ, braeerien ar vro
N’int nemet bugaligoù.

Met hiriv n’eo ket eus ur gwaz
En devezo da c’houren*,    [pe c’hourin] 
Rak el leur, ivez, setu Soaz
Deuet, adalek ar mintin.

A-c’haoliad war he faluc’henn,
Soaz a zalc’ho penn da Yann,
Rak kerkent braeet ar stec’henn,
Paluc’het ez eo ken buan.

Yann o welet eo gleb e dal
A daol e dog gant kounnar,
Koef Soaz ivez a ya raktal,
Even an tog, prim d’an douar.

An heol a deu tommoc’h-tommañ ;
Yann a ziskar e justin,
Ha korf-sae Soaz, kerkent ha tra,
Zo stlapet war ar bern lin.

Ne chom mui nemet ur stec’henn,
Gant Yann nemet e vragez,
Hag gant Soaz nemet he lostenn.
Pebezh gwaz ! Pebezh maouez !