Koumoul loued ha pounner a zo, leun an Neñvoù,
Eus an holl diez e kêr ez eo gwenn an doennoù,
An amzer a zo yen, hag a-dammoù ledan
An erc’h, gant an avel, a nij evel gwenan.
E-barzh en ur vantell, spilhennet dreist ar penn,
An neb en un tavarn a gar chom a-ziaskren,
Ne ya ket en noz-mañ da redet ar ruioù,
Ha mont a ra d’e gambr, prim-meurbet e pazioù.
Met e-pad ma kouezh puilh an erc’h, hep ehanañ,
E-kreiz ur pondalez, en ur huanadañ,
Ez eus ur paourkaezh kozh, hep tan hag hep gouloù ;
Met den ne soñj ennañ, den ne glev e glemmoù,
Rak ar falz pinvidik, kousket tomm hepdale,
A ra fae war an neb n’en deus ket a wele.
Evel-se, d’ar mintin, pa deu troad e vatezh
Da vale war ur c’horf a-dreuz ar pondalez,
E lavar, o flourañ gant an dorn e varv :
« Ur vad en e geñver en deus graet ar marv ! »
Eus a diez ar re glañv ar skolaerien, d’ar red,
A gouezh war gorf ar paour ; a-raok mont d’ar vered,
Evel un aneval, ar c’horf gant ar re-mañ
A zo digoret holl ; o daouarn, hep krenañ,
A deu da zizoleiñ kalon ha bouzelloù ;
Goude bezañ warno taolet mat o selloù,
En ur welet n’eus ket a voued er vouzellenn :
« Marvet eo gant an naon ! »  a soñj ar skolaerien.
A-boan ar gigerien o deus graet o labour,
Ma teu karr an Ankoù, karr bered ar re baour ;
Ar c’horf, bremañ stripoù, zo stlapet en arched,
Hep na ve, war hemañ, kurunenn na boked ;
Na kerent, na mignon, mar-lerc’h en ur ouelañ,
N’eus nemet pevar den, paeet ’vit her beziañ,
Pere ’ya, laouen-holl, a-hed hent ar vered,
Hep doujañs hag hep feiz, en ur ziviz bepred.
Kerkent war ribl an toull, digor en ur c’hogn-tro,
Ar re-mañ, d’her diskenn a zo mall-bras ganto,
Ha den, en un dremen, ne lavaro warc’hoazh,
Piv zo beziet eno, rak n’eus anv na kroaz !