War ribl an hent, e-skeud an delioù
          Poultrennet eus ur c’harzh,
Mantret ha beuzet en e zaeroù,
          Em eus gwelet ar barzh ;
E dal a yoa teñval ha soublet,
          Ha gant ur vouezh truezus
E roas, hepdale, din da glevet
          Ar c’homzoù-mañ klemmus :

          DISKAN

Bremañ, siwazh ! ne vez mui kanet,
E Breizh-Izel, gwerzioù, sonioù,
Hon amzer gaer a zo tremenet,
Marvomp eta, paourkaezh binioù !

Soñj ec’h eus, gwechall ar Vretoned
          A galon a yoa gae,
Hag er pardon koulz hag en eured
          An dud holl a zañse ;
Me, gant va mouezh, ha te, gant da son,
          A skuilhe levenez,
Evel an heol, e-barzh e kalon
          Tener an den-nevez.

Evit galleg drailhet un hanter
          E lezer ar yezh kozh,
D’en em vezviñ, da sul, e chomer
          Er bourk betek an noz ;
E lec’h dañsal hag e lec’h kanañ,
          An dud yaouank, hiriv,
Ne c’houzont mui nemet azezañ
          Da c’hoari domino.

Ne garomp nemet yezh Breizh-Izel
          Binioù, va mignon ker,
E-touez Breizhiz, ma teu da vervel,
          Petra ’c’hallfemp ober ?
Doue ra viro n’o defe keuz bras
          D’ar barzh ha d’e vinioù,
Sklaved ’vezint ma kollont, siwazh !
          O yezh hag o gizioù.

Met, petra ’lavar mouezh an heklev,
          War un ton kaer-meurbet ?
Klevet a ran, e yezh c’hwek ar Vro,
          O kanañ c’hoazh barzhed ;
Daoust ha Gwened, Leon, Treger, Kerne
          En em glev ’vit herzel,
Daoust e ve dihunet adarre
              Spered kozh Breizh-Izel ?

          DISKAN DIWEZHAÑ

A ! m’eo gwir e tle bezañ kanet,
E Breizh-Izel, gwerzioù, sonioù,
Hon amzer gaer n’eo ket tremenet
Hag e vevimp c’hoazh, va binioù !