Arabat en em faziañ
- ar Beorien er c’hêrioù
- E skol va farrez
- an Teod flour
- Janed
- Patatezenn Biel
- ar Barzh hag e vinioù
- Amzer gollet
- ar Groaz trec’h atav
- Trelez ha stêr ar Saezh
- Va mamm
- al Labourer o vont d’e dachenn
- ar C’honikl
- ar Goukou
- Karantez ar vro
- Tec’hit diouzh ar c’hêrioù
- ar Vrae hag ar baluc’henn
- ar Rozell
- D’ar gwennili
- Va bragez
- Son
- Prizoniet
- En distro da Vreizh-Izel
- D’ar pardaez-noz
- O palarat
- Pichon
- ar Pesketaer
- Paotred ar bezhin-tonn
- Arabat en em faziañ
- Va gwezenn derv
- En ur vont d’an Tonkin
- ar C’horriganed
- an Neizh
- ar Viltañsoù
- Marv ar c’hi
- an Diwaller loened
- un Tech hudur
- Marv Fañch
- Min-Du
- D’ar vugale
- En ul luskellañ
- Paolig
- Klemmoù ar c’hlañvour yaouank
- Jezuz hag ar vugale
- Jezuz hag ar pinvidig
- an Den
- ar C’holonel eus Villebois-Mareuil
- Bazhad d’ar Saozon
- ar Saozon digalon
- Goude an emgann
- Marvet war dachenn an emgann
- En distro eus an Tonkin
- Da’m c’hoar Hena, leanez
- En ur vont d’ar pardon
- ar Gozhni
- Credo al labourer douar
- Skolaj Lesneven
- Va gourc’hemennoù diwezhañ
Eürus ’int kêriz : gwenn o dorn, flamm o fenn !
Gwisket gant dilhad du, ken kaer ha bourc’hisien,
Labourerien ar porzh, labourerien war gaer
Pa’z eont en tu bennak, da sul, a zo dispar,
Heñvel ouzh aotrounez ; rak hervez o doare
E lavarfec’h o deus ur c’hastell a leve.
Mat, tostait un nebeud, sellit pell ha gwelloc’h :
En taol lagad kentañ, me ’gav din, e weloc’h
E kuzh fall an dilhad ar pezh a zo dindan,
Rak pa vez ul liv flamm alies e vez kof moan,
Ur yec’hed reuzeudik a ra de|oc’h soñjal
Ez aer a-raok an oad da welet ar bed all.
Ya, labourerien-douar, arabat eo krediñ
E ve buhez paotred kêr gwell eget hoc’h hini,
Arabat barn an den diouzh gwelet e zilhad,
Kement-se ne c’hall ket diskouez en deus kofad ;
Dilhad hir ha lostek a zo war meur a gein,
Siwazh ! ar c’hof n’eo ket diroufenn goude lein.