Anken

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Klasket he deus hiriv kuzhet he foan ouzhin ; 
N’on ket bet faziet ; a-boan he muzelloù, 
E-pad ma tivizemp, a c’halle mousc’hoarzhin, 
Evel pep tra gweñvet o doa kollet o liv. 

Evel bokedoù roz, digor diouzh ar mintin, 
Ken flamm c’hoazh gant ar glizh kouezhet eus an Neñvoù, 
He divvoc’h a yoa ruz, hiriv me ’gave din 
O gwelet dislivet, ’vit krinet gant ar rev. 

He daoulagad ivez, a-raok, ken sklêr, ken glas 
Dindan ar sklêrijenn, pa zigorent ken bras ! 
A yoa kalz teñvaloc’h, hanter zigor hepken. 

Evel-se, pa sonas eur griz an disparti, 
Va c’halon baour, siwazh ! o kimiadiñ diouti, 
A flastras, en un taol, dindan pouez an anken.