Evel un huñvre kaer, evel ul luc’hedenn,
Va yaouankiz a zo tremenet da viken,
Hag evelti, bremañ, levenez ha frankiz
A zo nijet a bell, hep mui dont war o c’hiz.

Setu perak, siwazh ! eus an nevez-amzer
Ne c’hallin mui karet an devezhioù ken kaer,
Ar bokedoù n’int ket, a gav din, ken skedus
Ha kan al laboused n’eo mui ken dudius.

Eus an diskar-amzer an devezhioù teñval,
Ar mor bras e kounnar, an avel o yudal,
A blijo da’m spered leun a deñvalijenn
Ha da’m c’halon beuzet er glac’har, en anken.

Perak em eus klasket en em sevel ken uhel,
Evit kouezhañ diouzhtu, torret va divaskell ?
Feiz, kalon ha frankiz, an aour a zo bremañ,
Gant Satan, mestr ar bed, c’hwi ne dalvit netra.

Ne glasken koulskoude nemet ober ar mad,
Digeriñ da’m c’henvroiz muioc’h o daoulagad,
Hogen gwell eo ganto sellet ouzh an tu-kleiz
Ha mont, diot ha dallet, war-lerc’h an dud direizh.

Nac’het o deus, siwazh ! o zadoù Chouanted,
Eus ar Re-C’hlas, o mezh ! e reont o mignoned !
O Bretoned ! dre druez, ne nac’hit ket ho pro,
Evel ho tadoù kozh it kentoc’h d’ar marv.