Amzer dremenet

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Amzer gaer eus va yaouankiz, 
Ne zistroi mui ’ta war da giz ? 
    Er glac’har da viken 
        Pebezh anken ! 

Gwechall, gant va muiañ-karet, 
Me ’blije din kement ar bed ! 
    Karet ’raen ar c’hoabr glas 
        Hag ar mor bras. 

Hon-daou, pa redemp er c’hoadoù, 
En ur ganañ sonioù, gwerzioù, 
    Ne soñjemp ket krediñ 
        Un disparti. 

Hogen an trubard, ar Marv, 
A-dreñv-kein gant e falc’h a sko ; 
    Ar re wellañ, siwazh ! 
        Alies a lazh. 

Skoet en deus, e-kreiz he gened, 
Hep damant, va muiañ-karet ; 
    Perak ’on-me chomet 
        Hep bezañ skoet ? 

Gwell eo ganin diskenn er bez, 
Pa n’em eus mui nep karantez, 
    Rak va Dous em gortoz 
        Er Baradoz.