un Abardaez a viz Mae

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

An abardaez a yoa sioul ha kaer, e miz mae ; 
Soñj em eus hiriv c’hoazh : ne c’halle ket bale 
E geot berr an tevenn, en despet d’ar skoazell 
A roe dezhi va brec’h, evit gallout herzel. 
Hep en em gaout en aod e rankas azezañ ; 
Ouzh sklêrijenn al loar, dreist ar mor o parañ, 
E welis war he dremm, ’vel liv gwenn ar marv, 
He dornig, gwenn ivez, em dorn oa tomm-berv, 
Eus he daoulagad oa ken truezus ar selloù, 
Ma kave din gwelet, a-dreuz da va daeroù, 
Ael an dristidigezh, a-boan deuet ’barzh er bed, 
O sellet ouzh ur bez digor en ur vered ! 
Evel div steredenn he daoulagad oa sklêr*,    [sklear] 
Kement e lugernent ouzh sklêrijenn al loar ; 
He dremm, en despet m’oa, gant ar c’hleñved, kastiz, 
En doa c’hoazh dalc’het holl gened ar yaouankiz ; 
Hi ’yoa kaer evel-se, met he gened, siwazh ! 
A roe da’m c’halon baour un anken brasoc’h c’hoazh, 
En ur soñjal ez aen da goll un teñzor ker, 
Ur plac’h a zoujañs Doue, ken koant ha m’oa tener. 
Ouzh ar gwalleur neuze me ’glaskas enebiñ ; 
Astenn a ris va brec’h, evit diskouez dezhi 
Ar reier uhel, ar mor en nozvezh-se ken kann 
Gant sklêrijenn al loar hep koabr, hag en he c’hann. 
Eus an amzer da zont me ’gredas komz dezhi : 
Bremañ, p’oamp deuet en oad, e c’halljemp dimeziñ… 
Met, gant ur vouezh klemmus, hi da respont neuze : 

« O ! petra, va mignon, a lavarez aze ! 
Gwel ar marv, siwazh ! zo war va daoulagad, 
Ha me ken yaouank c’hoazh ! na pebezh kalonad ! 
Ha gouzout e rankin, war va lerc’h da’z lezel, 
Da galon baour gouliet ’vel gant un taol kontell ! 
Met dalc’h soñj, va mignon, n’omp ket graet ’vit an douar, 
Ar bed-mañ n’eo nemet un draonienn a c’hlac’har, 
Na laosk ket a vallozh p’em c’hasi d’ar vered, 
Ped hepken, ro da Zoue da galon, da’z spered, 
Me vo ganez atav, rak eus ar Baradoz 
Ene da vignonez da’z frealzo deiz ha noz. » 
D’ar c’homzoù-se, kerkent, koantik evel un Ael, 
Etrezek ar stered hi da daoler ur sell. 
...............................................................
Abaoe, d’abardaez, pa’z an e ribl ar mor, 
E kav din he gwelet, he daoulagad digor, 
O sellet gant fiziañs etrezek an Neñvoù ; 
E mouezh an avelig e klevan a-wechoù 
Ur c’han ken dudius ha kan ar Baradoz, 
Ha mouezh va c’harantez ouzh va gervel en noz.