Kentelioù ar grouadelezh
war don Kousk, Breizh-Izel
kinniget da’m ferson, an aotroù Cadre
Un devezh o vale, war ribl ar wazhig dour,
Me ’glev un evn o kanañ war ur skourr.
Diskan :
Sav, sav da selloù, merc’h yaouank,
War Vreizh-Izel ; pep tra enni zo koant,
Sav, pediñ eviti Doue,
Ma kerzho eeun gant hent ar Wirionez.
« Me, eme an eostig, eo krouadur Doue,
Deut eus e berzh da’z kenteliañ hirie.
Perak eta, plac’hig, biskoazh n’az poa soñjet,
Kaerat eo ’r vro ’out bet enni ganet ?
Da’m daoulagad n’eus bro a ve dudiusoc’h,
Na d’ar galon n’eus karantezusoc’h.
An heol a bar skedus ’us da Vreizh venniget ;
Al lann, ar c’hoad gantañ zo alaouret.
Ar chapel er brouskoad, ar c’halvar ’lein ar roz,
Zo testeni eus a feiz da dud kozh.
Tro-war-dro ar mor bras gant e drouz a luskell,
A rumm da rumm, pennoù-heurt Breizh-Izel !
Neuze, eo dous, plac’hig, bevañ fur, mat ha reizh,
Genel, bevañ, mervel war douar Breizh !
Evel da gendadoù kar gwell ganit mervel,
’Vit nac’h Doue ha da vro Breizh-Izel !
Ped Doue ma chomo dispak ’vel diagent,
Banniel ar feiz en hon Breizh, bro ar sent. »
An evn a vouskan c’hoazh ; kuitaet ’neus e vrankig,
Em c’halon ’klevan bepred e sonig.
Me a distro da gêr o soñjal ’n e gentel ;
Hiriv, da’m zro, me ’lâr da Vreizh-Izel :
Breizh ! Breizh ! pa’z out ur vro ken kaer,
Me a vezo karantek ’n ez keñver,
Breizh ! daoust d’an dud dizoue,
Me ’vo da vugek ’hed ma holl vuhez.