an Evurusted
Ma nerzh ha ma amzer, en aner ’meus kollet, (bis)
’Klask tizhout un teñzor ha n’am eus ket kavet, o. (bis)
An teñzor-se hep priz, anvet evurusted
A lak hirnezh ha spi e pevar c’horn ar bed, o.
D’hen klask am eus furchet, e kêr ha war ar maez.
Dre-holl am eus kavet hirvoudoù hag enkrez, o.
Da zastum madoù bras e poagnis da gentañ,
Dastum a ris gante an trubuilhoù gwashañ, o.
Gant ar plijadurioù am eus hen goulennet,
C’hwerventez ha daeroù ganin o deus lezet, o.
Troet am eus ma sell war-zu an enorioù,
Met o douster lorc’hus a wask ar c’halonoù, o.
Furchet am eus ivez kalon meur a vignon,
Biskoazh n’am eus kavet ur garantez wirion, o.
Danvez, plijadurioù, enor, falz karantez,
O levenez gwalc’hus ’neus trenket ma buhez ! o.
Madoù ha joa ar bed, ’vel bezioù ar vered,
Dindan bleunioù a guzh breinadur ha preñved, o.
Levenez an douar, ken skedus en dremmwel,
Pa dostaer dezhi a deuz dirak ho sell, o.
Ar gwir evurusted n’eo ket eus ar bed-mañ :
Poaniomp dont d’an Neñvoù ’vit kavet anezhañ ! o.