Bleuennig a gengañv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 22/03/1914
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’ar barzh Penn-Breton

Taolioù klemmus ar c’hlaz a-dreuz saonenn ha roz
A deue betek din war aezhenn ar serr-noz,
Div wech, em pemzek deiz, falc’h digar an Ankoù
En ho ti, mignon ker, a degase kañvoù.

N’eus ket pell e kleven ho telenn ankeniet
O ouelañ truezus war vez ho tad karet,
Me ’ginnig deoc’h, hirie, e koun eus ho klac’har,
Ur berlezenn dister ’vit kurunenn ho c’hoar.

Ar marv hep ar feiz, ken spontus ha ken yen,
Zo ur mignon poanius da galon ar c’hristen ;
Pep tra a gouezh d’e goulz ’vit bleuniañ a-nevez :
Ar Marv er bed-mañ eo lezenn ar Vuhez !

Hen goût a rit, mignon, hag, o selloù d’an nec’h,
E-kreiz ho poan-galon e valeit dinec’h ;
Disparti a zo skañv pa deu, gant ali mat,
« Kenavo an Neñvoù » da zistan ar c’himiad.

Ho tad, Breizhad kristen, ’n ho kalon a vugel,
A c’haranas daou c’her : « Doue » ha « Breizh Izel » ;
Eñ ho hentas, hep mar, da gutuilh war ar glizh
Bleuñv ar mennozhioù kaer evit ho kenvroiz.

O c’hutuilhet ho peus ha douster o c’hwezh-vat
A lak spi ha kennerzh e kalon ar Breizhad ;
Hon c’halon a zo frank hag ar c’haerañ komzoù
Hep diazez kristen a zo enk ha goullou*.    [goullo]

O selaou ’n hon « C’hroazig », ha mouezh karantezus,
Meur a wech ho tud ker a dridas evurus ;
Em anv hi ho ped da zegemer hirie,
Gant glizh ur bedennig, ur vleuenn ’vit o bez.