ar Bizoù brezel
war don ar sonig poblus Ul lunvezh da vintin ’c’h aen da welet ma dousig
Bet em eus al lizher
’Oa ganin ken gortozet (div wech)
’N e blegioù flour – dudiusat prezant ! –
Ur bizoù gwenn ’vel an arc’hant. (div wech)
Gwalennig lugernus,
Merk a deneridigezh,
Te ’lak, dourek, ma daeroù da ruilhal
Ha ma c’halon baour da dridal.
Penaos krediñ biken
Pa’z kwelan ken dudius,
E teus klasket, boled kriz ha direizh,
Reiñ ar marv da soudard Breizh ?
Soñj tener ha dispar !
Un dorn flour en deus poaniet
Da cheñch kannad ar marv didruez
’N un donezon a garantez...
Bizoù paour ha dister,
Kizellet gant ur mignon,
D’hon daoulagad karget a nec’hamant
Te zo kaeroc’h ’vit diamant.
Deut eta niverus,
Nijet eus tan ar brezel ;
Degaset deomp gant o gourc’hemennoù
Kennerzh da c’hortoz an distro.
Pa huñvreemp amañ,
Kollet ’n hon soñjoù poanius,
Er fozioù gouez, ouzh trouz ar c’hanolioù,
C’hwi ’peus klevet o hirvoudoù ;
O c’hlevet marteze,
Pa vezent o-unanig,
O vouboual*, luskellus, d’an avel [faire un bruit confus]
Ur son garet a Vreizh-Izel.
Lârit deomp ez int holl,
’Vel m’o gwelomp a spered,
Start ’n o c’hredenn, dispont rak ar marv,
Gwir vibien Doue hag ar Vro.
Met lârit deomp ivez
E tistrofont hepdale,
Da zegas deomp – donezon a enor –
Ar peoc’h padus hag ar viktor !