VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel pe a heny an ton so commun
110
Nouel, Nouel, Nouel !
E quentel gueluomp !
Rouanes an Tensor, cosquor, enoromp.
Don guir Aduocades,
Merch caezr, Impalaezres,
Hon Maestres nessaff,
Ny a dle reuerant en em presentaff.
111
Scriffet prym eo deonny,
En bro man, damany
He Conception,
He voue caffet, membry, don redempcion.
112
Dezy, gant Gabriel,
A perz Roue ’n Ebestel,
Ez voue reuelet
Ez vyse mat ha din quifin an Drindet.
113
Te, Guerches goar, Mary,
Certen, dreyst pep heny,
So sanctifiet ;
Da bout mam da Iesu ez out dyuiset.
114
Houman, quent ma ganset,
A yoa scler preseruet ;
Ha predestinet
Ez dysquense enn hy hon Roue benniguet.
115
N’en doa drouc enn y
Na pechet, na gret sy ;
Na vicc originel
En Guerches, mam Iesu, na vicc actuel.
116
Ha ma deuez, cuff vuhel,
Davet y Gabriel,
Euyt reuelaff
Ez disquense enn hy hou Roue ny muyhaff.
117
Hy pront a respontas
Dan Eal pan revelas :
« Tra bras v’en dra se ;
Me a delch ma guerchdet, ne grahen quet se. »
118
An Eal mor*, gant atfer, [lisez mat]
A comps out y fier :
« Mary, me dyscler se :
Chom a gray da guerchdet bepret guenede.
119
Dre gret an Speret glan
Ez conceuy Map man ;
Hep poan te gano
Iesu lignez humen certen a preno.
120
– Pan plig dan Autraou quer,
Ma Doue, ha ma Crouer,
Ma dycoumeret,
Diff ez grehet seder, Roue’n ster, drez queret. –
121
Neuse ez conceuaz
Doue ha den hon prenas
Allas ! en croas pren ;
Ha Mary en ganas en craou un asen.
122
Hon car a Nazareth
Eo heman so ganet,
Credet, na lequet sy,
Ha maguet en douar clouar gant Mary.
123
Gant enor, Pastoret,
Pep guis rejouisset,
Pan voa ganet glan,
So deuet gand meuleudy bet en Map bihan.
124
Herot, an assotet,
Pan cleuas glan ganet
Roue ’n bet nemet aff,
A voue claff gand annoaz, syouas ! e lazaff.
125
A corff hegar Mary
Ez eo ganet detry
Hon Roue benniguet ;
Maz dle don Leonis bout rejouiset.
126
Huy quen net en pep guis,
Tut guirion, Leonis,
Oll rejouisset !
Nouel da Roue ’n Aelez ! hennez a dleet.
127
Deuet eo Doue, Roue an Tron,
Da pren’an anaffon.
Guiryon Leonis !
Pepret int tut gentil en still an Ilys*. [Par Y. Guyot, prestre]