daskor - facebook  daskor - css

Daskor

V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec

Genre
Divers
Langue
Moyen-Breton
Source
Revue Celtique
Remarques
Nous avons conservé l’orthographe d’origine.
Précisions
Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 1 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Nouel deuot hac ancien pe a heny an ton so commun

  79
Quenomp Nouel vuhel da Nedelec ;
Ha don Maestres, Guerchez, Rouanez chuec
A ganas Doue hon Roue, ha ne voe chuec ?
Bras eo he gloar e memoar pep cloarec !

  80
Predystinet quent donet en bet man
Voe ha crouet dre splet an Speret glan : 
Ne consiff muy, Theology so bihan
Da reiff raeson an person a houmman.

  81
Dre un aual, diffeal eual aezr,
Tiz ha buhan ez deuez Satan an laezr
– (Ha da dezraou un gaou, dre comsaou caezr) –
Don chasseal a sal an Impalaezr.

  82
Pemp mil blizen certen ha tremenet
Ez voe en poan ha saouzan pobl an bet
En tan ha fler, gant Lucifer, dre ret,
Dr ’en Passion, eo ’n ranccon pardonnet.

  83
Pret voe peochat Doue an Tat ouz Adam
Pa’en doa pryuet pobl an bet dre un tam ;
Deuet eo an deiz leuenez neuez flam ;
Net omp saluet ha pardonnet honn blam.

  84
Sant Gabriel vuhel pan he guelas
Fur dre burzut, astut he saludas
Dre un Ave ; neuse ez concevas
En goar Mary hon Roue ny, Messias.

  85
En un supot peur deuot ha noter,
En Guerches man ez deuez glan pep manyer
Roue ’n Iuzeuyen voa den*, me en goar ;  [lisez voa Doue ha den] 
Rac se greomp fest heruez test an Istoar.

  86
Ganet eo Doue hon Roue nep hon croueas ;
En testeny nep a proffecyas
Voe Isay, Hely, Hieremias,
An Profedet ; guen ho bet ho credas !

  87
Hyuizyquen gret pep den leuenez !
Deuet eo Iesu, chetu ; dre meur truez
No n’ancouffas pa on lamas a lastez ;
Eff eo hon car, dispar e trugarez.

  88
A lech vuhel, izel voe Dou ’en Aelez 
A corf Mary, hep muy autronyez ;
An Speret glan ne laqua nep annoez
Hy de guenel de derchel voar he laez.

  89
Vn bern mernent a pep hent so entromp
Multipliet dr’ en pechet maz edoamp.
Certes Iesu a pep tu so aiouz omp ;
Ma hon ostys dicouantys a is tomp.

  90
Commun, un voan pep unan a hanomp,
A pep pechet bezomp net, ha pedomp 
An Guerches man pe da glan ez canomp ;
Nep guez dezy goa ny mar fazyomp !
 
  91
Quer man Iesu, ho seyg hu so vuhel,
Hac an bedis en languys so isel !
Guerches an Sent, mir hon hent ez quentel
Maz a himp prest da fest an Abestel.