IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel voar ton Courtes itroneset
57
Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe ’n velly
Ha dinam de mam chuec, choantec, hep dieguy ;
He deueus, n’en deux sy,
Ganet Doue hon Roue ny ;
Desy ez voe bryet,
Gant an Eal revelet.
58
Jesu Map Doue Roue ’n sent ganet en paourentez,
Da quifin an nos man en deffoue bihanes,
Ryou difflas ha lastez ;
Entren loeznet, vetez,
Rouen Aelez, gouezet,
So deomp breman ganet.
59
Ouz e gourtos en bet ny hon boue caleter ;
Hac a voe pemp mil bloas ha choaze* annoazder, [lisez choaz e]
Pan pligas gant Rouen ster
Cacs e map, hep goap, quer,
Da bezaf* merzer querhaff, [lisez bout]
An lim don redymaff,
60
Henoaz hep annoaz quet pan voa net ganet Doue,
En un lech dyabry, en un merchaucy voe ;
Dre on pechet, credet, voe ;
Songet plen pez enuoe
Jesu Map Doue ha den,
Deuet en noaz don dazpren !
61
An Eal a reuelas gant joa bras hac asquet
Bezaff ganet Roue ’n mor a cor dan pastoret ;
An menez, gouezet,
Peur vuhell de guelet
Ez int deuez*, na gret y, [lisez deuet]
Bete clouar Mary.
62
Ne guelat nep amser, a scler, quen bras steren
Euel a diouz an ploue maz edoa Doue Roue ’n glen,
Maz deuez scaff canauen
Eno, a dyouz e pen :
Pep cren a goulenne
Max oa net ganet Doue.
63
Neuse, en un croashent, hep fent, gant larguentez,
Eno en em caffas glan buhan an Rouanez,
Oz clasq splan an annez
Jesu dre meur truez,
Guyrionez, gouezet,
Maz oa’n Map man ganet.
64
En un tremen dre* bro ez quefsont Herodes, [lisez dren (dre’n)]
Hac o cuffias y a deffry alyes,
A do grat, mat hac aes,
Ho tretas a tra spes,
Certes dre courtesy,
Hac enff claff gant auy.
65
— « Sentyt, distroit aman, an hent man, Rouanez,
Pan tremenhet doz bro ha moz logo vetez. »
Maz diougansont fez
Donet dy en dyvez :
« Me gray rez, emezaff,
Ambuig do dystrugaff ».
66
Neuse, pan distrosont e quefsont, a conter,
Cannat Doue diffoue net, an Eal mat, hep atfer :
« Deuet an hent man dan queer ;
Rac Herot, so noter,
So esper commeret
Syouas ! maz vech lazet. »
67
Ouz an lyt ententyt escuyt, ne sonnyt guer ;
Pan eo ganet Map Doue, hon Roue hac hon Crouer
En un ty so dister
Ha hep tan en maner :
Pebez austelery
Da Map Doue hon Roue ny !
68
Roue’n Aelez, gouezet, so deuet voar an bet man
Adal maz voe ganet bepret ouz compret poan ;
Dre Adam voue ’n dra man
Maz oump condamnet glan
Da bout en tan manet
Bizuiquen en penet.
69
Mary, mam Doue ha din den, a yez certen, m’en cret,
Davede Symeon, den guiryon raesonet ;
Hac ez roas dezaff net
He mabic beniguet
Dan eiz dez, gouezet
Goude glan bout ganet.
70
Aman dan goar Mary ez voe profecyet
Ez treusse clezev don he calon estonnet,
Hac enff a scuilse net
E goat pur assuret :
Rac palamour deomp ni
Ez voue crucifiet.
71
Neuse splan gant an Eal ez voue cre revelet
Techet cre en Egypt da vezaff acuytet,
Rac cren gourchemennet
Voa, syouaz ! ez lazset
(Oz clasq caffout Roe ’n sent)
An oll inoçantet.
72
Vileny hiny bras peur dyfflas ha lastez
En deffoue da consent Roue’n sent ha paourentez :
N’en deffoa lem bemdez
Nemet poan, bihanez !
An doa truez bezaff
Map Doue ’n Tat en stat man ?
73
Seys bloaz en annoazien*, en anquen ha penet [lisez annoaz ien]
Ez vyont en Egypt quen bezaff acuytet ;
Gant an Eal revelet
Deze y, hep muy quet,
Voe donet, credet lem,
Adarre en Bezleem.
74
Faziaff quentaff pret, goude monet cret lem,
A gresont y reall en creys Hierusalem ;
Ha, dr’en foul, oz goulen
Maz e doa Doue, Roue ’n glen,
Maz viont quelennet
De caffout hep dout quet.
75
En creys an auditor, e mesq an Doctoret.
Ez disputeve* creff hac enff no douge quet ; [lisez dispute eff]
Leun voa plen a quenet
A squiant, ententet ;
Da pen he daouzec bloaz,
Ho geureunnaz et zo*. [lisez Ho geureu annoazet]
76
Cacs he map de abry gant y ha he priet
A geureu Mary fur neuse pur, assuret,
Hep mar oz lauaret :
« A chuy na gouzye quet
Ez oamp oz hoz clasq plen,
En anquen ha penet ? »
77
Iesu Map Doue Crouer a scler hep dyfferancç
Hon prenas e pep guys dre guyr obeyssancç.
Voar an oll tut prudancç
So enn aff quentaff lancç ;
Voar pep noeancc lancet ;
Roue ’n Aelez, gouezet.
78
Tut deuot ha notabl, hep comps goap na fablaou,
Ouz an lyt songyt frez a dyuez da dezraou
Hep faut hon guir Autraou
A gouzaffas hasaou
Poanyaou ha gloasaou quer
Han marv yen, dez guener.