XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man

Genre
Various
Language
Middle Breton
Source
Revue Celtique
Notice
The original spelling has been kept.
Further details
Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 334 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Nouel voar ton Iste confessor. Neuez ha diuezaff

  519
  Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
Euit dezraou poan ; aman da bout ganet
Gant un Guerches pur dreist natur eurus,
          Leun a ioausdet.

  520
  En un ty dyfflas, en presep un asen,
Ez ma voar an fouen Doue Roue’n glen dysquennet ;
Rentomp dezaff cher seder ha reuerancc,
          Pan omp aduancet.

  521
  Saluer an bedis en languys, a isel
So disquennet hel ; ioayus hel quehezlaou !
Maz dleomp ny offr dezaff proff hon offrancc,
          Hep contannançaou.

  522
  Un lot a enor, tut cosquor, pastoret
A so diredet de guelet a pret mat,
Oll tut a fecçon, gant e donezonnaou
          Euit dezraou mat.

  523
  Seiz dez ha choaz chuech ez viont oz nechy
Try Roue diouz party a deury’n Orient
Oz clasq, credet glan, heman ; hep contanancc
          En em aduancent.

  524
  Madaou en laouen gant e plan* ordrenet   [lisez plen] 
Ho doa digacet parfet, ha credet se :
Aour, myr, spes esancc enyot* ho offrancaou   [peut-être pour en proff] 
          Do guir Autraou voe.

  525
  An Roue Herodes a voe spes encreset
Pan cleuas ganet Roue en bet nemet aff
Maz geure detry e poursiff peur, syouaz !
          Euit e lazaff.

  526
  Ret voe gant meur spont lesel pront an contre,
Dre guir cannat Doue deze oz reuelaff,
Mont gant an Map se, a pell cre, en Egipt,
          D’en em acuitaff.

  527
  Joseph dre guir feiz a voe eno seiz bloaz
En cals a annoaz hac en em dyu mazder* ;  [lisez emdimazder] 
Euel un den guir ouz piril ez myre
          Map Doue guir Roue’n ster.

  528
  Adal maz oa plen an amser tremennet
Ez voe reuelet parfet hep arretaff
Da Joseph e par dont clouar adarre
          Cre en Iudea.

  529
  Credomp parfet oll hep Iesus oamp collet,
Hac ez oamp calet dalchet en arretaou ;
En em offret eo da meruel dre setancc
          Dre hon affancaou.

  530
  Ren a geure pell euit hon seuel ny ;
Dre meur a casty ha bout inystriet*,  [lisez injuriet] 
Bede ober offr e quic hac e crochen
          Da bout dispennet.

  531
  En un croas, a chuen, certen, en un menez,
Dre cals a truez voe finuez e dezyaou ;
Oz pernaff, chetu, pep tu natur humen
          Dre meur anqueniaou.

  532
  Dont a gray, credet, goude fet an bet man,
Da barn pep unan, heny glan ne mano ;
Ha goude respont pep diouz e bontez,
          Rez en deuezo.

  533
  Oll supplyomp ten he mam dre pedennou,
Pan serrimp guenaou, ma hon pardono laouen ;
Ha, dre e merit, ut det nobis vitam
          Aeternam
Amen