XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel neuez voar ton Christe redemptor
433
Ganet eu Doue, Roue pep noueancc ; deuet eu dre chanc don auanc oll ;
Da dezraou poan ez eu ganet. Rac se, moz pet, sezlaouet oll.
434
Vn merch clouar hanuet Mary a voe hep sy occasion
Don lamet, allas ! a casty, digac deomp ny redempcion.
435
En Bethleem credet, ez aedy ganet gant Mary beniguet
Map Doue, Roue’n bet, credet hegar, Jesus hep mar a Nazaret.
436
Gant cals a enor, pastoret pan voant quelennet, so deuet dy
Jesus abaff p’o doa caffet n’en doa neubet ho meuleudy.
437
Vn steren quen brao a sauas ha try Roue bras, me hoz assur,
De clasq en diuez ez deuzont, ne paouesont n’en quefsont sur.
438
Enor, hep douetancc, offrancaou a profsont hep gaou, sezlaouet,
Aour ha myr spes, ha cals esancc ouz pen forz cheuanc auancet.
439
Neuse Herodes peur hesent, ganet Roue’n sent pa ententas,
A voe claff bras gant fantasi ; vn frenesy en saesyas.
440
En ker a Bethleem hep remet ez voe lazet, notet an cas,
An Inocantet a detry oz clasq deury an Messias.
441
O pebez leuff bet’ en effaou a yoa gant mammaou caffaouet !
Ho bugale a dene choaz ! n’en doant quet bloaz ! ha o lazet !
442
Buhan dren Eal voe reuelet da Joseph, credet, hep douetaff,
Mont gant Roue’n bet ez az ient cuit pront en Egypt, dem acuitaff.
443
Eno seiz bloaz en annoaz yen ez viont certen oz reynaff ;
Deze, credet, quemennet voe, dont a darre en Iudea.
444
Tourmentaou bras, bezet assur, euid omp sur a anduras
Jesus ; credet stanc, gant anquen en croas, a chuen, hon dazprenas.
445
Saluet vihomp, mar queromp, oll, den a ve foll mar em colle,
Rac dre merzer Saluer an bet en deues bet paeet hon dle.
446
Unvoan, commun, guytibunan pedomp breman, na ehanomp
Euit hon ren da leuenez, pardonet yuez maz vezomp.
447
Rouanes spes an santesaou, chuy, hep quet gaou, hon sezlaou ny ;
Ny hoz requet, pedet, Ytron, Iesus Roue’n Tron don pardony.