XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet

Genre
Various
Language
Middle Breton
Source
Revue Celtique
Notice
The original spelling has been kept.
Further details
Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XIII, pp. 126 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Nouel an ton so commun

  385
Nouel ! quenomp glan breman, pobl an bet,
Dre deuotion hac a calon net ;
Pan eo deuet an pret da bout saluet den ;
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  386
Ganet eo Roue ’n Sent da quez quement so ;
Jesu Doue ha den, nep hon dazpreno,
Pan eo deuet en bro, ne refuso den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  387
  Map Doue, hon Roue glan, so breman ganet
En kar a Bezlem, da reiff deomp remet ;
Hac e oll pechet pardonnet da den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  388
  Map un merch guerches, hon cares nessaff,
Ha y a pechet pur ganet quentaff,
Deuet eo don prenaff ha da bezaff den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  389
  Allas ! drouc ha mat, a perz on tadaou,
A yea dan Ifern, syouaz ! a bergnaou :
Deuet eo Roue ’n effaou ha goulaou da den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  390
  Lamet oump pep guys dispris an prison ;
Jesu, caezret chanc ! auanc hon rançon ;
Roue an anaffon ro pardon da den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  391
  Collet voa hon stat dre emdyvatet,
Dre hon tat Adam ifam oamp blamet ;
Breman oump prenet, ne ’n em douetet den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !

  392
  Deuet eo an effaou deomp hon dezraou mat,
Ha peoch en douar, dispar, hegarat ;
Guell tra ne guellat a pan ganat den.
Joa plen en effaou, quehezlaou laouen !