III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel pe a heny an ton so commun
33
Quenomp Nouel da Roue ’n Aelez
Joaiussamant, dre carantez,
Pan eo deuet Iesu dre truez
Euit hon ren da leuenez.
34
Nos Nedelec, heb dieguy,
An Guerches gloar, hegar Mary
A ganas hep bel Roue ’n belly,
Mat ha mao, en un marchaocy.
35
En un lech ien, da douen penet,
Da dezraou poan, ez voue ganet ;
En paurentez, heruez an bet,
Ez deuz an Mabic benniguet.
36
Ha da pen eiz dez – gouezet –
Goude bout glan heman ganet,
Ez deuez an Aelic beniguet,
De henuel Iesus diuset.
37
Meur ve ezr euel na sellet
Peguement a poan voar an bet
En deffoue ’n Mabic benniguet
Euyd omp oll pan oamp collet.
38
An Pastoret so deuet en hent,
Rouanez try diouz Orient
Da proff da Doue, guir Roue an sent,
Aour, Mir, esancs a auancent.
[Ce couplet (38) ne semble pas appartenir à ce Noel]
39
Neuze yuez ez disquezas
Deomp ny carantez ha feiz bras,
E goat precyus a usas
Don lamet a poan Sathanas.
40
Pan oa Map Doue nep hon croueas
Voar e daouglin en Iardryn glas,
Eno peur santel es guelas
An poanyou greffus a usas.
41
Pan ho soungas, ez scuillas goat
An diou abrant bet plant an troat :
Arryuff voa ’n poan, han huanat
Han annyaou dan Autraou mat.
42
En continuant an brigantet,
Tut diffaeçon, diresonet,
A deuez en e drem de quemeret* [lisez quempret]
De quacs dan maro so garo meurbet.
43
An Iuzeuyon, diraeson bras,
Goude e quempret, en redas,
Credit splam, bete ty Annas,
Ha goude da ty Caiffas.
44
Vn curun spern a voe cernet
Voar pen Doue den, pebez penet !
Hep enebran ez voe cannet
Iesu, dytruez labezet.
45
Pilat voe* cadarn en barnas ; [* peut-être pour en cadarn]
Ha, credet plen, a ordrenas
E gryat ten en un pren croas
Gant tachaou daou try, peur dyulas.
46
Croas bras meurbet, na lequet sy,
A roet don car Map Mary ;
Nan doa mar bras, he dougas hy
Rouen nouar bete Calvary.
47
Goude e asten en pren croas,
E tat benniguet a pedas
Da pardonaff hep tardaff pas
Da quement unan en poanyas.
48
An laezr dehaou a caffaouas,
Ouz Roue ’n bet en em erbedas,
Ha neuse Doue nep en croueaz
A guyr calaoun en pardonnas.
49
Ha goude arre, pan voe pret,
Ez roas de quer mam estlammet
Sant Iahan, den guyr, de myret,
Euel he quer map, hep goap quet.
50
Dan peuare guer prederet :
En deffoue un bech a sechet,
Oz desiraff, an quentaff pret,
Hon seluell oll, na vemp collet.
51
Dan huechuet guer deliberet :
Ez lauaras, ne fallas quet,
Ez oan profecy achiuet
En Scriptur glan diouganet.
52
Ha dan seizuet, pan decedas,
E pen diuin a anclynas,
An planedaou a caffaouas
Han douar certen a crenas.
53
Neuse Longius a usas
A un cassouny re difflas,
Rac, ves e saff, gant un goaff bras
Calon Map Mary a gryas.
54
An goat dan traou a dinaouas,
Ahet e costez* ez diloffas ; [lisez coff]
Voar e bisaig quent ez flaychas,
Hac enff guelet a remedas.
55
Pan guelas Doue, en deffoue mez ;
Maz mennas hep mar trugarez ;
Ha neuse Doue, guir Roue’n Aelez
En pardonnas oll e follez.
56
Ha ny breman, bihan ha bras,
Pedomp Doue den, nep hon prenas,
Han Mam en bet man an ganas
Yuez supply. Deo gratias.