XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel voar ton Nouel Quenomp da Roue’n velly
351
Nouel quenomp, na fellomp quet
Pan eo deuet Doue Roue’n Proffedet
Voar an bet man da bout ganet,
Maz omp saluer, lamet a poan.
352
Ganet eu Doue, guir Roue’n ploueaou,
Gant Rouanes an guerchesaou,
Euit lamet hon pechedaou,
Reiff deomp goulaou ha di[s]aouzan.
353
Mary ha Joseph a pep tu
En presep dies gant Iesu
Allas ! oz repos en nos du,
Euit natur humen, chetu.
354
Couezet voamp ni en drouc liam
Dre pechet Eva hac Adam,
Pa na deuzie enff hac e mam
Don ober dinam an blam man.
355
Pan cleuas Herot quen sot voue
Maz troas en e spi quen diffoue
Lazaff hep achap quer Map Doue
Na vize Roue dre nep moyen.
356
Euel an sclerder dr’en guezren,
Hep bizcoaz courrompaff goazen,
Ez ganat Doue, guir Roue an glen,
En craou un asen voar fouen pur.
357
Certen gant enor Pastoret
A deuez cuff vuhel de guelet ;
Ha dre an Eal quent quelennet
Dre gracc parfet an Speret glan.
358
Deuet eo bete Doue try Roue guyr
Dyouz Orient, gant un hent hyr,
Da meuliff Doue guyr Roue an tyr,
Ouz pep pirill en hon myr glan.
359
Ne gous pet cant Inocantet
Dre ambuig a voue distruget,
Oz clasq Map Mary benniguet,
Pan voa ganet voar an bet man.
360
Pedomp an Ytron raesonet
Dre deuotion, Bretonnet ;
Greomp da Mary supply bepret
Don miret parfet en bet man.