XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel voar ton Ave fuit prima salus
299
Quenomp Nouel vuhel ha frez
Da Mary he guynyvelez
A ganas Doue Roue’n rouanez
Euyt hon lamet a hirez.
300
Entre daou loezn mut, astut meur,
Ez voe ganet Doue hon Croueur
En un presep, da embreugueur* [aujourd’hui ambrouger]
A corff un Guerches, Maestres meur.
301
En Beezleem, credet, ez aedy
Mat ha maou, en un marchaucy,
An Mabic bihan damany,
Saluer an [bet] gant meuleudy.
302
Guerch voa houman quent ma ganset [lisez ganse],
Ya, ha Guerches goude se ;
En guerchdet choas ezaedy
Euit guenel Doue Roue’n velly.
303
Rouanez try diouz Orient
Hos em caffas en un croashent,
Hac y ho try, dre ho squient,
Mont bede Doue, guir Roue an sent.
304
Un steren guen ho quelenne
Da monet dan placc, dre grac Doue,
Ma voa Jesus ; eurus voe
Oz caffout Mary, an Try Roue.
305
Neuse ez deuzsont, a conter,
Bete Herod, se so noter,
A yoa carguet a drouc preder
Hac auy ouz Doue hon Crouer.
306
Hac enff comps glan dan rouanez :
« Me ho pet ez lochet vetez » ;
Dre un fent hac un falsentez,
Pan voa, chetu, a drouc buhez.
307
An roue Jaspar a lauaraff
A proffas aour (ne doa paourhaff)
A deuffry en un suppliaff
Jesu, Roue’n Tron, de pardonnaf
308
An roue Melchion deboner
Esancc a proffas, a tra scler,
Euel hep abaff maz caffer
En Scritur, ma hon assurer.
309
An roue Balthasar, hep laür,
Myrr a proffas, me hoz assur,
Peur hegarat dan Crouadur
Euit sycour frez e mezur.
310
Pan arriusont, ez stoufsont glan
Voar ho dauglinaou, hep saouzan,
Da meuliff hep goap an Map man ;
Gant joa ouz Roue’n sent ez grent can.
311
Neuse Herod an assotet
A gourchemennas ez lazset
Hep credancc an Inocantet,
An mibien glan neuez ganet.
312
Mary ha Iesus a tuhas,
En Egypt en em acuitas,
Hac [t]eno un som ez chommas
Seiz bloaz, a lauar an Glouer bras.
313
Sant Jan yuez en badezas
Gant un carantez ha feiz bras,
En un lauaret, caezret cas,
« Deuet eo a deur’yn Messias. »
314
Goude, guyrionnez sarmonas* [lisez guyrion ez sarmonas]
Deomp an Guyrionnez gant feiz bras,
Ha quement parfet a credas
A pep clenffet ho remedas.
315
Euyt Map den ez soutenas
Dyfflas e asten en pren croas,
Voar poes try taig, quen maz flachas,
An christenien a dazprenas.
316
Ha Mary ! ny a supplio,
Entrom, Bretonet, maz pedo
Pan tremenhimp, pan chenchymp bro,
Jesus, Roue’n tron, don pardonno.
Amen