II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- Préface de Th. Hersart de la Villemarqué
- I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
- II – Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
- III – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez
- IV – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roe’n velly
- V – Quenomp Nouel vuhel da Nedelec
- VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- VII – Nouel spes da Iesus !
- VIII – Nouel ! Nouel ! Nouel !
- IX – Nouel ! Quenomp ha greomp joa !
- X – Ganet eo Doue, Maestr ha Roue pep noeancc
- XI – Quenomp ha bezomp hael ! Nouel da Roue’n Aelez
- XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
- XIII – Lauen quenom entromp, na fellomp quet
- XIV – Nouel vuhel mat da Doue’n Tat hep atfer !
- XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
- XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XVII – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez gant feiz…
- XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
- XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
- XXI – Nouel ! Dre feiz reiz, an guez man
- XXII – Nouel, Nouel, Nouel ! sant Gabriel, Eal Doue
- XXIII – Quenomp Nouel vuhel ha frez
- XXIV – Quenomp Nouel dre vuheltet
- XXV – Nouel ! Nouel ! Alleluya !
- XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
- XXVII – Nouel quenomp ha greomp joa
- XXVIII – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXIX – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XXX – Greomp ny gloar a memoar da Mary
- XXXI – Nouel ! Quenomp glan breman, pobl an bet
- XXXII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
- XXXIII – Goude an poan, han doan han huanat a preparat don tadaou
- XXXIV – Quenomp cuff, vuhel, Nouel dan Buguel frez
- XXXV – Quenomp Nouel da Roue’n Aelez deuet eo an dez a neuez flam
- XXXVI – Ganet eu Doue, Roue pep noueancc…
- XXXVII – Ganet eo remet dan bedys
- XXXVIII – Quenomp cuff vuhel Nouel da Roue’n Aelez
- XXXIX – Goude pep anquen, estrenuan, syouaz ! …
- XL – Natur humen un den he alienas
- XLI – Nouel quenomp, na fellomp quet
- XLII – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp hel da Roue’n Aelez
- XLIII – Iesus Roue’n effaou a so deuet ouz traou man
- Additions et corrections
Nouel voar ton : Conditor alme syderum
19
Nouel ! Quenomp, joaeusomp glan !
Gant diboan breman, pobl an bet !
Greomp meuleudy dan Map bihan
A so en bet man deom ganet.
20
En un Merch guerches, maestres net,
Ez voue concevet competant
Saluer an bet het ha ledan,
Don ober glan hac auanant.
21
An guerches courtes ha plesant
A yoa excellant hac antier ;
Dre he bout parfet, choaset voe
Da bezaff mam Doue, hon guir Crouer.
22
Pan deuez dauet y Gabriel,
Plesant santel pa he guelas,
Ne fallas pas dan cas, astut,
Hep ober brut, he saludas :
23
« Roue an oll mat, Crouer natur,
So ez corff pur sigur furmet ;
Te so hep mar, clouar Mary,
Plen dreist pep heny beniguet. »
24
Neuse ez croeat a tra sur
Enn y figur dreist natur voe ;
Hac en he corf pur ez furmat
Map Den tizmat pep stat ha Doue.
25
Da pen an nao mis fournisset,
Ez voe ganet voar an bet man ;
E craou an milet, credet, voe
Ez ganet Doue ; ha ne voua poan ?
26
Roue ’n Barados a reposas
Voar fouen glas, e craou an asen,
Hac e mam Mary cordial
Entre an chatal evalhen.
27
Gant joa, meuleudy ha dyboan
Dan pastoret glan ez canat :
« Gloar en effaou ! peoch en douar !
Ganet eo hon car hegarat ! »
28
Ha neuse an bugale mat
A laesas tiz mat ho chatal,
Ha monet pront a gresont y
Bete Map Mary cordial.
29
Try Roue bete Doue proffedet
A deuez – tut deuot, notet se –
Da prof da Jesus, hetus ten ;
Hac an steren ho quelenne.
30
Herodes, pugnes en e stat,
An Try Roue mat dre drouc atys
A quemennas, ne fallas pouent,
Hep bezaff lent, dre un fentys.
31
An Eal benniguet, hep quet mar,
Deze clouar a lauaras
Ez chenchent hent, az yent do ty ;
Ho try en ho diffazias.
32
Pedomp oll Iesu, cuff, vuhel,
Pan omp, tut santel, en pel quent,
Ha goude holl fet an bet man
Maz ahymp glan dauet ant* sent. [sic, pour ann]