daskor - facebook  daskor - css

Daskor

XVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !

Genre
Divers
Langue
Moyen-Breton
Source
Revue Celtique
Remarques
Nous avons conservé l’orthographe d’origine.
Précisions
Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 288 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Nouel pe a heny an ton so commun

  205
Nouel ! Nouel ! Nouel ! Nouel !
Ganet voe en enff* hac vuhel  [lisez cuff] 
Map e quentel, nos Nedelec.

  206
Jesu, Map Doue, guir Roue an sent,
Hon gueureu salo a pep baluent,
Iesu, guyr Roue’n sent, e quentel.

  207
He corff, e goat, caezr, hep aezrec,
E holl mempraou hon Autraou chuec
A laquas choantec don recour.

  208
Dre carantez diuin, Dynam,
A queuz ha molest ac estlam
Hon lamas flam dre guir amour.

  209
Lamet omp franq a pep langour
Gant Doue, Roue’n bet, a caudet flour,
Jesu presour hon sycouras.

  210
Allas ! en angoes ha chues yen,
Hac en scuys stanc, gant meur ancquen,
Dre an maro ien hon dazprenas.

  211
Euyd omp glan, bihan ha bras,
En croas pren en em astennas,
En croas ez gouzaffas gloasaou.

  212
Quen ten enn y ez voe gryet,
A pen dan troat maz voe goadet.
Roue an bet, dre hon pechedaou.

  213
Staguet voe outraig gant tachaou,
Tennet, maz contet e joentaou ;
Dr’en oll mempraou en enclaouat.

  214
En oll mempraou, goulyaou don ;
En pen, en tal, hac en calon.
En pep facçon en estonnas*  [lisez estonat].

  215
Pan voa en croas pren astennet,
Oz crech, e dyoubrech dylechet,
Euyd omp geuffret ez pedas.

  216
Ha Mary, e mam, estlammet
Gant ceuz ha trauel, oz sellet,
A voe he caudet ceuzet bras.

  217
Iesu a maro garo a maruas ;
E pen diuin a anclynas
Pan hon prenas, gant dyufflaster.

  218
Calon Mary a voe gryet ;
Gant clezu a ceuz esteuzet,
Pan voe dysquennet de metaou.

  219
Hac, en un gouelaff gant caffaou,
Ez selle hy an goulyaou,
Roudaou an tachaou, toullaou bras.

  220
Pan voa en croas, allas ! ouz cnech.
Ne chommas barr en guarr na brech
Goat un bannech na dysechas !

  221
Dre an casty ho Passion
Iesu, pardonnet pep Breton,
Dreyst pep nation Leonys.