Pevare lodenn

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Al. Cathrine, 1924
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Dirak palez ar roue, ’vel el lodennoù arall.
An dud a c’hoari el lodenn-mañ : MABELLA, MARINA, MONIKA, JINNA, AR ROUE, UR SERVITOUR, UN DOAREOUR, AR BOBL…

MABELLA
Na tristat eo beviñ er porzh-mañ a-choude
M’en deo bet dilezet gant ar briñsez.

MARINA
                                                                  Ar roue,
Lâret ’vefe penaos en deus ouzhpenn kant vloaz*.  [ W vlé]

MABELLA
Dont a ra da aze amañ, pa gouezh an deiz,
Hag e selloù a ya, pell bras, du-hont, a-benn
D’ar mor en deus skrapet dioutañ ar gaezh Nolwenn.

MARINA
Diskennet war an aod deiz kent he euredenn,
Kouezhet eo, eus ur roc’h bennak, er skumenn gwenn.

MONIKA
Eñ a soñj he gwelet o tont en-dro un deiz
En ur vagig hep gouel na roeñv, heñvel d’ar re
A zoug, pan dint war vor, ar sent karet gant Doue.

JINNA
Allaz ! gortoz a ray c’hoazh pell amzer !

MOUEZHIOU
                                                                       Ar roue !

AR ROUE
Kerzhit kuit ! Laoskit-me me-unan !… Ar brini
Ne reont ket ’met puniñ hiriv en-dro d’an ti.

Petra a c’hol’* dioute ? Ha peseurt doareioù  [ < c’holo]
A za gante hag a zasson dre ar c’hoadoù ?
Doareioù fall, me ’soñj… – Ar c’han, – Lâret a reer,
A zistan ar poanioù hag a zebr an amzer.
 
Eñ a sko war ur c’hloc’h gant ur morzhol arc’hant : ur servijour a za.
 
Galvit ar ganerion. – Me ’venn ma vo kanet
Amañ, ’vel gwecharall, pa’z oa ma merc’h karet
O veviñ etalon.
 
Ar ganerion en em dolp.

 
                           Kanit, itronezed !
’Vit distaniñ ma foan, ar c’han a gar’fe*  [ W garehet].
Choazit, e-mesk ar re a blije gwell dezhi
An hini a c’hello lazhiñ ma melkoni.
 
AR C’HAN a blije da Nolwenn
 
               I
 
     En o c’havell, p’en dint bihan,
     Pe plijadur ’vit bugale
     Gwelet o mamm, ar vamm dousañ,
     Diouzh o luskellat, noz ha deiz.
 
               *
 
     O mamm karet, tostait dousig.
     Setu ho krouadur digousket !
     Tostait dousig d’e gavellig
     A-benn d’e zivrec’h astennet.
 
               II
 
     Ar vamm en deus hon desavet,
     Gouarnomp ’viti ur garantez
     Ha ne c’hell bout diwriziennet
     Rak ma pado trema ar bez.
 
               *
 
     Kousket hon eus war he barlenn
     Hag, o kousket, ni a wele,
     En-dro d’hor c’havell, aeled gwenn,
     Divaskell splann diouzh o diskoazh*.  [ W diskoé]
 
AR ROUE
Me ’gar ar pezh a rae plijadur da Nolwenn.
Setu perak en deus plijet din ho kwerzenn.
 
UR SERVIJOUR
Roue, un den, deut a-bell, – a-du-’rall ar mor bras
A c’houlenn komz diouzhoc’h.
 
AR ROUE
                                                        M’her spurmante, allaz !
Me ’venn hen degemer amañ-mem’, pas en ti,
Amañ, dirak ar mor, ya, « rak ar mor a oar* ».  [ W houi]
Eñ a ouezo, ar mor, mar lâr an den-se gaou,
Ha, mar deo gaou a lâr, – etre e chakelloù,
Eñ a zeuy d’her skrapiñ, d’hel lonkiñ hep truez.
Me, me ’venn her selaou gant divskouarn ar feiz.
 
AN DOAREOUR
Salud, Roue ! Gant enor ha doujañs war un dro,
E tostaan d’an hini a zo ar mestr er vro
En meus douaret enni o tonet a bell vras,
En ur vag brañsellet, eizh deiz, war ar mor glas.
Un doare fall, o roue, em eus da lâret deoc’h,
Fall ha kaer war un dro ha ne c’hell bout kaeroc’h.
 
AR ROUE
Komzit. – Kreñv er-walc’h eo ma c’halon ’vit selaou
An doareioù kaerañ ’vel ar fall doareioù.
 
AN DOAREOUR
Ar briñsez a zo deut a c’hwad pur ar rouanez
A zo e bro Kembre ar vestr…
 
AR ROUE
                                                     Komzit !
 
AN DOAREOUR
                                                                     Marv eo !
 
KAN glac’harus
 
     Doare fall ha glac’harus !
          An noz warnomp a gouezh !
     An teñv’lded divourrus
          Gant ar marv a zegouezh.
 
     Ar marv a zo hep truez
          Hag he dorn a zo kriz.
     Ra vo graet bolontez Doue,
          Pas hor bolontez-ni !
 
AN DOAREOUR
O roue, glac’harus eo mervel da driwec’h vloaz*  [ W vlé]
Met na kaerat un dra ha pa varver ’vit Doue !
 
AR ROUE
Penaos emañ-hi marv ?
 
AN DOAREOUR
                                            Etalomp a chome,
En ur pennkêr anvet ar Bezo, kollet-tre
El lannoù bras hag ar c’hoadoù a c’hronn Bignan,
Motennoù* tro-ha-tro, Poublay an uhelañ.  [pe Runioù]
Hi a veve eno, en ul loj, gant ur v[a]ouezh
Hag a oa, hervez ma lâre, he magerezh.
 
AR ROUE
Penaos e vevent-int ?
 
AN DOAREOUR
                                      Gant dour ha gant louzoù ;
D’an hañv, gant ar frouezh gouez a gaver er c’hoadoù,
Ha newazh ne vanke netra dezhe ’vit reiñ
D’ar paour a dremene e-tal o lojig-drein,
Arc’hant – ha d’ar re klañv sikour ha remedoù,
Ha, deiz ha noz, e oant o lâret pedennoù.
Meur a wech, eus o loj, ur werzenn a save
A-benn d’an neñv, ken skañv, ken spis ma tassone
Ganti ar c’hoadoù don hag ar flankennoù* klouar  [pe an tro-war-dro]
Ha ma chome an eostig-noz mut war ar barr.
Neuze eo, – a lârer, – e komzent diouzh un ael.
Un deiz, setu arru er vro tud a vrezel
Hag, er penn anezhe, war ur pikol marc’h du,
Ar pan e kouezh dioutañ ’vel diouzh ar yer ar plu[ñv],
Ur marc’heg, yaouank-flamm, gant ur bluenn arc’hant
O splanniñ diouzh e dog.
 
JINNA hag an damezelled arall etreze
                                              Nizan.
 
AN DOAREOUR
                                                           Goulenn a reont*  [W hrant]
War-lerc’h an div baourkaezh, rak « deut ’int a bell bras
’Vit reiñ doareioù dous dezhe. » – Ha ni, allaz,
– O soñjal, hep doutañs, e oant a gerentaj
Ar briñsez – ha, daousto ma splanne o armaj
Gant re a hardizhted, ni a zesko dezhe
Ar lojig paour savet diouzh tor ar gozh veingleuz*.  [W veinglé]
Hini a-barzh !… na tro-ha-tro ! me ’soñj emaont
Diskennet, a vintin, da glask dour, – ’vel ma reont*,  [W hrant]
Bemdez – betek Penhoet. – Just er-walc’h, ni o gwel,
Daoulinet war ar geot, o daoulagad uhel
A-benn d’an neñv, o-div, ha, gant ar gred brasañ,
O lâret o fedenn war vordenn ar feunteun*.  [W fetan]
Hag, en un taol, setu… – doujañs em eus, o roue,
A lâret deoc’h, betek ar penn,  ar wirionez.
 
AR ROUE
Komzit ! Lârit din razh ar pezh a zo arru.
’Vit ho selaou, – harpet war ma feiz, – me ’vo kreñv*.  [ W kriù]
 
AN DOAREOUR
En un taol, ar marc’heg en deus sailhet d’an diaz. –
A-benn d’ho merc’h, o roue, eñ en deus graet ur paz,
Tennet ar glez’ a oa diouzh e gostez ha graet
Ur paz arall… Ho merc’h n’en deus ket n’em zistroet,
Kollet en he fedenn ha unanet gant Doue.
’Vel an heol o sevel, he fas a lugerne.
Ar marc’heg, tost dezhi, a sav, gant e zaou zorn,
Hag a vrañsell ar glez’ pounner ’vel ur bal-forn,
Hag, en un taol, me ’wel, war-lerc’h ur vrogonenn,
Emañ kouezhet en dour eus ar feunteun, – ar penn.
Ur soudard a dosta d’ar vagerezh war-lerc’h,
Ha setu hi, o roue, dibennet ’vel ho merc’h.
 
Ar bobl a gan ’vel uheloc’h :
 
     Doare fall ha glac’harus…
 
AN DOAREOUR
Met setu an dra kaer em eus da lâret deoc’h,
Bremañ, o roue !
 
AR ROUE
                              Komzit !
 
AN DOAREOUR
                                             Burzhud ebet kaeroc’h
N’en deo bet gwelet diskoazh, sur er-walc’h eo,
Hag a zesko d’an holl galloud an Aotroù Doue !
War-lerc’h an taol glez’ kriz en deus hi dibennet,
War he daoulin, o roue, ho merc’h a zo chomet,
An amzer da lâret un « Ave Maria »,
Hag, en un taol… ma Doue, penaos lâret un dra
Ken souezhus m’en deo ret her gwelet ’vit krediñ ?
Met gwelet em eus hen ha me c’hell hen touiñ !
En un taol, ni he gwel o sevel, o kerzhet,
O tostaat d’ar feunteun, o plegiñ, daoulinet,
Hag o kemer he fenn etre he daouarn gwenn.
Hag, en he sav, dousig, ha, tapenn ha tapenn,
Ar gwad warnezhi razh o kouezh, ’vel ur glav druz,
Hag oc’h ober eus he dilhad gwenn ur vrozh ruz.
 
KAN AR BOBL
 
Eurus an hini a strew e wad ’vit Doue
Kanomp ha meulomp ar vartirezh* nevez,  [ = ar Verzherezh]
Gant he brozh ruz, splann e-mesk an aeled gwenn
          Ar gaerañ rozenn.
 
AN DOAREOUR
He fenn en he daouarn, setu hi o kerzhet
Ha ni, razh ar pennkêr war he lerc’h, o vonet,
En ur ouelañ rak ma’z ae kuit, en ur ganiñ
’Vit ar rozennig ruz disoc’het eus an drein.
Setu ni e Bignan ! Hi a chom un herrad
Daoulinet war ur roc’h, er vourc’h, en un tachad
A zo sakret ’vidomp a-c’houde an deiz-se.
He fenn, en he zaouarn, a gomzas : « O ma Doue,
Emezi, selaouit ma diwezhañ goulenn.
Grit ma kresko, un deiz, el lec’h-mañ, ur wezenn
Hag a zougo barroù, sonn ha kreñv, hag a vo
Leuniet, e pep amzer, a evned a ganno
Hag a yay d’ho meuliñ e pep korn eus ar vro. »
Hi a sav hag a gerzh, ha setu ni en-dro,
Razh an dud eus ar vourc’h ganeomp diouzh he heuli…
Betek e-men* ’vel-se, war he lerc’h, ez aemp-ni ?  [ KLT pelec’h]
Hi a gerzh diragomp, he fenn diouzh he c’halon,
’Vel ar beleg, gant an osti, er prezesion.
Ni a dreuz flankennoù, motennoù* ha bourc’hoù.  [pe runioù]
Holl ar vro a zasson gant trouz hor gwerzennoù.
Ar re klañv, o touchiñ hepken brozh ar Santez,
Kentoc’h a zo gwellaet eus o droug pe o gloaz.
Ar bec’herion brasañ, o stouiñ dirakti
A ouel o fec’hedoù, hep mezh na prederi. –
Tostaat a reomp, me ’soñj, da vro Sant Goneri.
Fonnapl e teu an noz… Ho merc’h ne gerzh ket mui.
« E-men* eo, emezi, er vro-mañ benniget  [ KLT pelec’h]
M’en deo gousket an dud e gwenn, ’vel an oaned,
A vennan ma plijo gant Doue, ma Fried-glan,
Distag al liammoù a zalc’h c’hoazh ma ene*  [ W inéan]
Diouzh ma c’horf… Ar c’horf-se, c’hwi her gouarno ganeoc’h
Ha, war ho pro, bepred*, me ’daolo ma bennozh !  [ W perpet]
D’an euredenn santel, hiraezh em eus da c’hoant ! »
Hag, etre he daouarn, ’vel an heol-sakramant,
A zoug, a-dreist ar bobl, ar beleg, en iliz,
Hi a savas uhel he fenn : ar baradoz*  [ W baradouiz]
A daolas warnezhi ha warnomp e splannder
O tigor e zorioù evit he degemer.
 
AR ROUE
N’hon eus ket mui bremañ da ober ’met un dra !
Kaniñ an « Te Deum » hag an « Alleluia ! »