Eil lodenn

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Al. Cathrine, 1924
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar mem’ tachad ’vel el lodenn kentañ, – e tremen an traoù. Ar re a c’hoari el lodenn-mañ : ar mem’ tud ’vel al lodenn kentañ hag ouzhpenn : ur verc’hig, un ael hag ar roue.
 
MONIKA
Tolpet eo razh an dud !
 
ROZA
                                           O tont, Itron, Anna !
 
ANNA
Ha, ma Doue, nag a stal !
 
JINNA
                                               An traoù a-wael a ya
Eus ar choaz !
 
MONIKA
                          A-du-’rall c’hwi a glevo a-benn
Ar c’han hon eus desket evit an euredenn.
 
UR VERC’HIG
Minabel ne zeuy ket da ganin.
 
ANNA
                                                       Perak ’ta ?
 
UR VERC’HIG
Droug-penn he deus.
 
ANNA
                                       Pe droug-kalon ! Ket ha netra !
 
MONIKA
Ha ! Setu ar vandenn !
 
MABELLA
                                         Na pegen kaer e vo
An traoù ganeomp ! Ni a gano !
 
ROZA
                                                          Ni a g’rollo* !  [pe gorollo]
 
JINNA
Ha c’hwi, Itron Anna…
 
ANNA
                                          Petra ’vo ?
 
JINNA
                                                             A zek vloaz*  [W vlé]
Yaouankaat a rafet warc’hoazh !
 
ANNA
                                                          Ha !… Bugale !
 
Int a gan hag a goroll ur momandig.
 
ANNA
Warc’hoazh c’hwi a gano gwell c’hoazh, sur er-walc’h eo.
 
ROZA
Ur fest hep par e vo.
 
ANNA
                                      Jaojapl da verc’h ar roue !
 
Pellaat a ra.
 
JINNA
An trompilhoù-arc’hant, a vintin, a sono
A lein ar mogerioù uhel hag a c’halvo
Ar bobl a-bezh da zont d[a] ober levenez
Ha chervat ha dansoù amañ, e-pad tri deiz.
An Eskob a zo deut hag eñ a euredo
Eñ-mem’ an daou bried.
 
ROZA
                                             Pegen bourrapl e vo !
 
MONIKA
Aet eo razh an noblañs, gant o brezelerion,
Div lev ac’hann emañ, en arbenn d’ar baron.
 
MABELLA
Arru ’int ! Arru ’int ! Na kaerat o gwelet
Gant o armaj a splann ’vel an tan en oaled
War o roñsed liant ’vel an avel ha kreñv*  [W kriù]
O puniñ war an hent tuchant, p’en dint arru*.  [W arriù]
 
MARINA
Emaint bremañ er porzh, ’vit un herrad amzer,
Perchañs ken na vo prest ar roue d’o degemer.
 
ROZA
Deomp da welet !
 
Mont a reont kuit, ’met Iza.
 
ANNA
                                Iza, e-men* emañ Nolwenn,  [KLT pelec’h]
Mar plij ganeoc’h ?
 
IZA
                                   Emañ en he c’hambroù.
 
ANNA
                                                                               E-men* ?  [idem]
En he c’hambroù ? Edon a eno ; n’em eus ket
He c’havet… Ha newazh he c’havet a zo ret.
 
IZA
Ha ! Er chapel marse ?
 
ANNA
                                          Kerzhit ’ta ! Klaskit-hi
D’un tu, me d’an tu ’rall, er chapel pe en ti.
 
E-pad ma’z eont kuit Nolwenn a zisoc’h eus ar c’hoad.
 
NOLWENN
Ma Doue, setu enta degouezhet an eur kriz,
An eur pounner da zoug ’vel ur groaz ! Bro Kembri
A zo el levenez vrasañ en arbenn din
Rak int a soñj ez an warc’hoazh da zimeziñ.
Arru eo an hini a z’le ma c’hemer
’Vit e bried, dirak ma zad, – diouzh an aoter,
An Arc’heskob, an dudchentil, razh war al lec’h…
Ha me, prest ’on, dindan samm ar glac’har, da gouezh.
C’hwi a oar mat, ma Doue, emañ deoc’h-c’hwi hepken
Em eus roet ma gwerc’hded, gouestlet ’vit birviken,
C’hwi a oar em eus graet ar ro – un dra sakret
D’n’em c’houarn ’vidoc’h, hep bout jamez da zen ebet.
– Ha ’vel-se eo, hiziv, hoc’h eus ma dilezet,
Paourkaezh karvez vihan, dous ha kouart, liammet
Gant mailhoù ur ranjenn a vo ret deoc’h skoulmiñ
C’hwi-mem’ warc’hoazh. – Skoulmiñ ha bennigiñ…
Ha kement-se a c’hell arru ? N’ho po truez
Diouzh an hini ho kar, gant holl he nerzh, ma Doue ?
Diouzh an hini a venn dispriziñ an danvez,
Ar bed, an enorioù, ’vit gouarn deoc’h he buhez ?
An durzhunell vihan a glever er c’hoadoù
O kaniñ – d’an hini a gar dreist holl an traoù, –
Ar mem’ ger, ar mem’ kan dalc’hmat hag a zasson
’Vel trouz ar garantez, a galon da galon.
Dispriz a rit, ma Doue, ar rozennig dister
A daol ’vidoc’h hepken, en oabl eus an amzer,
He frond prizusañ ?… Pas ! Ha newazh, me ’gren.
Distanit, dre ur gomz, an anken hag ar boan*  [W boèn]
A bouez war ma eneenn ’vel ar maen war ur be[z].
O ma Ael mat, deu’t, c’hwi a-wael ; konfortit me.
 
AN AEL
Nolwenn !
 
NOLWENN
                  O ma Ael mat, deut ’och !
 
AN AEL
                                                                 Ya, gant hiraezh,
Kentoc’h m’ac’h eus bet soñj da m[a] galviñ, paourkaezh !
 
NOLWENN
Kement a boan em boe, – hini ’vit ma harpiñ,
Ma difenn !…
 
AN AEL
                         N’hoc’h eus ket tra ebet da zoujiñ.
Ne blegit ket, – kerzhit, hardizh mat, gant ho hent,
’Vel m’en deus, en ho raok, kerzhet kement a sent,
Setu petra en deus gourc’hemennet ar mestr :
– Ar garantez a lak da vout skañv e gabestr ! –
Karit-hen, ’vel ma rit, hep arsav, deiz ha noz.
Un euredenn kaeroc’h a zo diouzh ho kortoz,
Ha c’hwi a gemero, en deiz-se, o gwerc’hez,
Ur vrozh-ruz ’vel ar gwad ’vit ober ho panvez.
 
NOLWENN
Ur vrozh gwenn a zouger d’al liesañ ?
 
AN AEL
                                                                    Ho penn
Etre ho taouarn glan a vo ’vel ur sterenn
Lugernus, – a splanno eus an douar bet’ an neñv*.  [W néan]
 
NOLWENN
Na peseurt traoù souezhus, ma Ael mat, a glevan !
 
AN AEL
Ha, ’vit reiñ deoc’h ar merk war an euredenn-se,
Me ’zaskor deoc’h gwalenn ho pried hag ho Toue.
Kenavo.
 
NOLWENN
              Kenavo, ma Ael mat ! – N’em eus ket
Netra mui da dañvat na da c’hoantaat er bed.
 
KAN NOLWENN
 
  Na dousat Ho karantez,
  O ma Salver ha ma Doue !
  Ne c’houlennan mui netra,
  ’Vit bout eurus er bed-mañ,
  ’Met mervel ’vit bout ganeoc’h
  Er bed arall eurusoc’h !
 
  Koadoù don, flagennoù klouar,
  Mor trouzus, dasson an douar,
  Pesked hag evned, kanit
  ’Vit lâret ma eurusted.
 
  RESPONT AN DOUAR HAG AR MOR
 
  Kanomp, holl, an euredenn
  En deus graet Doue gant Nolwenn.
  An neñv, an douar, kement tra a zasson
  Pa sko taoloù he c’halon.
 
MONIKA
Ha ! Setu hi kavet anfin ! Priñsez Nolwenn,
Setu div eur m’en deo ar roue diouzh ho koulenn.
Er porzh, tolpet ’int razh, ar baron hag e dud
En-dro dezhañ ! – Deu’t ’ta !… Petra ! Chom a rit mut !
An holl a zo souezhet !
 
NOLWENN
                                         Lârit d’ar roue, ma zad,
Penaos en her gort’an* amañ, pas er porzh.  [gortozan]
 
MONIKA
                                                                               Mat.
 
NOLWENN
Rekis eo din, ma Doue, goulenn sikour ganeoc’h
Rak n[e] ouzon penaos e c’hellin-me disoc’h
Eus ar brezel em eus da andur diouzh ar bed !
 
MOUEZHIOÙ
Ar roue ! Ar roue !
 
AR ROUE
                                  Laoskit-me ma-unan, m’ho ped.
Nolwenn !
 
NOLWENN
                   Ma zad !
 
AR ROUE
                                   Perak n’en deus ket da gemer
Da lec’h diouzh an daol-pred, aze, war ar gador*  [W gadoér]
A zo bet gwecharall kador da vamm karet ?
 
NOLWENN
N’em eus ket c’hoant, ma zad, n’em eus ket c’hoant ebet.
 
AR ROUE
Te ’gomz ’vel ur c’hrouedur ; te ’ankouna marse
Ec’h eus bet, an deiz kent ’vit dec’h, da driwech vloaz*.  [W vlé]
Penaos Nizan, – baron ha brezelour brudet
En deus, setu gwerz zo ganin, da c’houlennet
’Vit bout e v[a]ouez. – Emañ er sal aze.
 
NOLWENN
                                                                        Ma zad,
Lârit dezhañ emañ arru re ziwezhad,
Penaos em eus choazet, ’vit pried, un arall.
 
AR ROUE
Ha ! Un arall ? Ur Saoz marse ? Ma merc’h, diwall !
 
NOLWENN
Da hennezh eo, ma zad, em eus roet ma c’halon.
 
AR ROUE
Hag hiziv eo, – hiziv hepken, – merc’h direzon,
E lârez din, gant hardezhted, an doare-se ?
 
NOLWENN
Ma zad kaezh, a ober poan vras deoc’h… aon em boe.
 
AR ROUE
Poan ?… Pas, mezh ! Rak te ’gred emañ hep mezh ez in
Ya, hep santiñ ma zal gant ar mezh o ruilhiñ*,  [ruilhal]
Tuchant, dirak an holl, da lâret d’an den-se :
« N’en deo ket c’hwi a gar ma merc’h, un arall eo ! »
Un aotroù ken pinv’ik ha ken kreñv ’vel Nizan,
A holl ar baroned eus ar vro ar c’hentañ.
Hini, pas mem’ ar roue, ne c’hell, er rouantelezh,
Ober gwazh warnezhañ, hep ober ur follezh.
Ar follezh-se, ma merc’h, n’he greomp ket, mard omp fur,
Lâr Ya !
 
NOLWENN
              Ne c’hellan ket, ma zad.
 
AR ROUE
                                                         Merc’h dinatur,
Gwell eo enta ganit kentoc’h ’vit koñsantiñ
D’un euredenn a ra enor, plijadur din,
Lakaat etre Nizan ha me an disparti,
Ar gounnar, an arfleu ha, marse mem’, piv ’oar* ?  [W oui]
Ar brezel !… Ur brezel krizoc’h ’vit ar re all
A reomp, ’vit ’n em zifenn, diouzh ar Saoz pe ar Gall,
Rak hounnezh a vo graet, ma merc’h, etre breude[u]r.
Ar gwad, ar gerteri, an tan hag ar vizer
O kouezh warnomp ’vel ar gurun hag ar grizilh,
Hag ar glac’har hag ar begin e pep familh ;
An dud a gouezh dindan an taoloù, ’vel ar gwez
Dindan ar vouc’hal dir !
 
NOLWENN
                                           Na peseurt traoù, ma Doue,
Peseurt spont ha peseurt treboul a glaskit-c’hwi
Lakaat e m[a] spered ’vit ma’z in, ’vel ur c’hi
A zo bet bazhataet, da gemer ma c’habestr.
 
AR ROUE
Dalc’h soñj, ma merc’h, ez on, war un dro, tad ha mestr.
 
NOLWENN
Dindan Doue.
 
AR ROUE
                         Dindan Doue, ya, met a-dreistout-te.
Dalc’h soñj ne ’teus c’hoazh, ma merc’h, ’met triwec’h vloaz*  [W vlé]
Hag al lezenn a ro din, hep arvar, an droed,
Hervez da c’hoant pe pas, da choaz dit ur pried.
 
NOLWENN
Pas, ma zad ; ma c’halon a zo din ; m’her biaou,
Me hepken ; ma zra eo, – ar gwellañ a ma zraoù
Ha, kaer ho po ober, – jamez ho lezennoù
Ne skrapo, ne laero diouzhomp hor c’halonoù.
Pardonit din, ma zad, ma komzan deoc’h ’vel-se
Met ne vern piv a c’hell difenn e liberte,
Difenn ar promesaoù en deus graet, gant reizhted,
Dreist pep tra, p’en deo ret dezhañ choaz ur pried.
 
AR ROUE
Ar pried-se e ’teus choazet, me gar’fe
A-wael, kent monet kuit, goulenn ganit piv eo.
 
NOLWENN
Goude, warc’hoazh, henozh, me c’hello lâret deoc’h
Piv eo em eus choazet, ma zad, mar plij ganeoc’h,
Pas, bremañ, tra m’en deo c’hoazh an arall en ti.
Me ’gomzo deoc’h pa vo ar porzh en-dro goullo*.  [W gouli]
 
AR ROUE
An arall ! Ya, gwir eo, ret eo monet bremañ
D’her c’havet, da lâret dezhañ… Na peseurt tra !
Ma Nolwennig, poan vras em eus graet dit ! Pardon,
Klasket em eus furchal re zon en da galon
Ha troet ar gléan* a-barzh gant re a rustoni.  [KLT kleze]
Met, tadoù ha mammoù, petra a glaskomp-ni ?
Gwellañ vad ar c’hrouedur a garomp ! Me ’soñje,
Pa ne lâres netra d’ar re ’rall na din-me,
E plije dit ar paotr yaouank em boe choazet
E-mesk an dud pinv’ig, enorapl ha brudet,
’Vit bout da zen ha ma mabig… Fazi a raen
Ha me ’choulenn ganit ma fardoniñ, Nolwenn.
 
NOLWENN
Pas, ma zad, din-me eo, ya, din-me eo kentoc’h
Lâret deoc’h trugarez, goulenn pardon ganeoc’h :
Pardon ’vit ar c’homzoù re c’hwerv em eus lâret,
Trugarez, rak m’ac’h eus, ma zad, ma c’homprenet.
Ha ! Me ’c’hell komz bremañ : n’en deo ket mui ar roue
Met an tad a selaou e verc’h gant karantez.
Jamez, ne stagin ket diouzh hini ma buhez
Rak ’n em c’houestlet em eus – hag hep distro, da Zoue.
 
AR ROUE
Mat, Nolwenn, ra vo graet hervez da volontez.
Kreñv erwalc’h ’on bremañ ’vit banniñ an doare.
Gwellañ bennozh an neñv warnout, gwellañ bennozh
Da dad ivez !
 
Exit.
 
NOLWENN
                        O ma ael mat, trugarez deoc’h
Endevout lâret din bout kreñv, nompas plegiñ.
Me ’wisko ar vrozh ruz en deiz ma timezin.