IX diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

LOULL, YANNIG azezet atav, KROGENNEG, DENEZ, BOLOD

KROGENNEG da Zenez
Me zo bras va c’heuz, aotroù Denez, da vezañ ho taolet er-maez, met me n’hoc’h anavezen ket – o tiskouez Loull – hag ar skraper-se, gwisket gant ho sae, a oa gantañ doare ur barner a-walc’h.

BOLOD o welet e draoù en ur c’horn
Sellit ! setu va holl draoù kemmesket war an douar, va morzhol, va zurkez, va dilhad, va boutailhoù goullo. Hirvoudiñ a ra Loull ha Yannig.

KROGENNEG
Stagañ start a rin an daou ganfard-se an eil ouzh egile d’o c’has d’ar prizon.

BOLOD o lakaat Loull ha Yannig da gaout aon
Ne vezo ket ezhomm. Evet o deus ar pezh ’oa em boutailh vihan. Ul louzoù eo e oa e-barzh, ul louzoù eus ar re greñvañ evit ar saout klañv. Mervel a raint da gentañ.

LOULL spontet-naet
O ! aotroù benniget ! Truez ! truez evit tud paour.

YANNIG o ouelañ dourek
O ! santez Vendrog ! patronez va mamm gaezh, ne fell ket din mervel.

DENEZ
Da gentañ, en em ziwiskit. Ar saeoù-se n’int ket deoc’h.

LOULL
Gwir eo, aotroù barner gwir eo. En em ziwiskañ a reont o daou, oc’h hirvoudiñ.

DENEZ
A-raok mervel, gwelet a rit mat ar pezh a c’hoarvez ganeoc’h. Al laer a zo fin a-wechoù, gwir eo. Met un deiz pe zeiz, paket eo, abred pe ziwezhad.

YANNIG
Ho pet truez ouzhin, aotroù medisin chatal. Roit ul louzoù mat deomp.. mar... plij... Yannig a gousk mik.

LOULL
Ya, ho pet truez... ouzhomp... ouzh... Loull a gousk mik.

BOLOD d’ar re all, o c’hoarzhin
Kousket a reont evel div varrikenn. Ne varvint ket. Ar pezh o deus evet n’eo ket evit reiñ dezho un taol marvel. Kasit anezho kousket mik d’an toull, mar kirit, aotroù Denez. Dihunañ a raint e-tro an abardaez.

DENEZ da Grogenneg
Mat. It da gerc’hat ur c’harr bennak d’o c’has o daou d’ar prizon.

KROGENNEG
Ya, aotroù barner.

DENEZ
Echu eo an abadenn. Ha setu bremañ ivez ar gentel : micher al laer n’eo ket ur vicher vat eo ez eo.