VIII diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

LOULL, YANNIG azezet o daou atav

LOULL
Deomp kuit ivez Yannig. Ned a ket mat an traoù ganeomp, bremañ ; deomp.

YANNIG oc’h hirvoudiñ
Ne c’hellan tamm ebet. Karget eo va c’hof a boanioù. O la ! o la ! la la !

LOULL o sevel hag o krial
Mil dan kurun, va c’hof ivez a zo droug gantañ. Petra zo ennomp ’ta ? Aïou, la, la, la. Va bouzelloù zo freuzet. Ret eo din azezañ. Loull a azez a-nevez oc’h hirvoudiñ.