VII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

LOULL, YANNIG, KROGENNEG, DENEZ

DENEZ souezhet mat
Sell ’ta ! sell ’ta ! Biskoazh kement all ! N’em eus ket gwelet ur c’hoari gaer ken brav. Piv eo ar re-se, gwisket gant va dilhad barner ha re va grefier ? kousket a ran, a gav din.

LOULL a vouezh kreñv
Archer ! piv a zeu amañ hep her goulenn diganin ?

KROGENNEG da Zenez, rust e vouezh
Ya, ya, piv a zeu ? Piv ’oc’h ? Petra a fell deoc’h ? It kuit er-maez ha buan. Yannig en deus aon o klevet an archer o krial.

DENEZ d’an dud
Kompren a ran. Unan eus an archerien nevez eo, na anavez ket ac’hanon.

KROGENNEG droug bras ennañ
Petra ’valbouzit adarre ? A-walc’h am eus gant ho lavarioù a bep seurt. En anv an aotroù barner, me ho taol er-maez, hag ez an da c’haloupat war-lerc’h al laeron.
Krogenneg a gas Denez er-maez o vountañ kreñv anezhañ, hag ez a kuit eñ ivez.