IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

LOULL e-unan
Aon ac’h eus rak ur gozh sae ha rak ur c’hozh voned barner ? Evidon-me, avat, n’em eus ket. En un dreiñ, Loull a wel eo aet Yannig er-maez.
Sellit ’ta ! Da belec’h an diaoul eo aet adarre an diod-se ?
Yannig ! Yannig ! Deus ’ta !

YANNIG er-maez, o krial
Ne rin ket, ne rin ket.

LOULL oc’h ober goap
Ne rin ket, ne rin ket. Ma ne zeuez ket en-dro raktal, me a yelo da’z tisklêriañ diouzhtu d’an archerien.

YANNIG er-maez
O la ! o la ! Me a zeu, Loullig, me a zeu. Yannig a zeu en-dro.