III diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

YANNIG, LOULL

LOULL o c’hoarzhin a-bouez-penn
Ha, ha, ha ha ! peseurt dremm zivalav ganez ! Te zo gwenn da groc’henn evel ur bodezad laezh.

YANNIG
Podad laezh te da-unan. Ne fell mui din, diwar-vremañ, chom da ober ganez mil dro fall ha kamm n’eus ezhomm nemet unan anezho da gas ac’hanomp d’ar prizon. Mervel a ran noz-deiz gant an aon.

LOULL o lakaat ar sac’h war an daol
Aon ! Aon perak ? Laeret em eus ar sac’h-se e porzh ostaliri ar Marc’h Gwenn, ha den ebet n’en deus va gwelet. Deuet ’on betek amañ goustadik, goustadik evel ma ven-me ur paourkaezh pilhaouer o tougen e bakadig truilhoù. O sevel ar sac’h diwar an daol. Met pounner-bras eo ar sac’h daonet-se ha, war va mennozh, ennañ peadra da ober, ni ivez, un tammig meurlarjez evel ar re all. Ni n’eus nemet hon daou, amañ, Yannig. Piv a zeufe d’hor c’herc’hat ?

YANNIG
N’on ket dinec’h-bras. Ha da gentañ, e pelec’h emaomp amañ ? Petra eo ar sal vras ma m’omp deuet enni, hep soñj, evel daou zen diskiant ?

LOULL
Petra eo ? Sell ’ta ! Yann-al-leue ! Un daol, bankoù koad. An ti-skol eo, sur. Setu taol ar mestr-skol ha bankoù ar ribitailh marmouzed.

YANNIG o krenañ gant aon hag o tiskouez ar saeoù barner war ur gador
Ya da, ya da, hag an traoù-se ? N’eo ket evit ar vugale eo ez int, a gav din. Yannig a ya kuit buan. Loull a ya betek ar gador m’emañ warni ar saeoù barner, hep gwelet eo aet kuit Yannig.