II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANNIG e-unan, o sellet pizh ouzh pep tu, o krenañ gant an aon

O ! Santez Anna ! O ! Sant Yann Vadezour, va faeron, ho pet truez ouzhin ! Me ’roio deoc’h pep a c’houlaou-enn rousin tevoc’h egedon-me mar am zennit eus skilfoù an archerien. O ouelañ stank. Hi, hi ! heu, heu ! O sellet ouzh pep tu. Den ebet. Krenañ a ran evel ur barr delioù. A-walc’h am eus, a-walc’h-bras eus micher al laer. Loull, va mignon, en deus laeret, n’eus nemet ur pennad, e porzh un ostaliri, ur sac’h pounner leun a draoù a bep seurt. Me zo aet kuit diouzhtu, neuze, gant aon na zeufe an dud da c’haloupat war va lerc’h. Trouz botoù koad er-maez. Yannig en em laka da grenañ adarre. O la la ! o la ! Piv eo ?

Loull a zeu, o tougen gant poan ur sac’h tev war e gein. Gwisket eo ivez gant truilhoù ha pilhoù. Botoù koad en deus.