Kentañ diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

DENEZ e-unan, e dog war e benn, e vazh en e zorn, e zremm laouen

Plijadur am eus ouzh ho kwelet, va zud vat, ya, plijadur am eus. Ha koulskoude, emaon o vont kuit buanañ ma c’hellin. Ya. Sellit ouzhin ’ta. Me a zo va zog war va fenn, va bazh em dorn. Dimeurzh al lart eo, meurlarjez eo. Hiriv ne labourer ket, hiriv ne reer netra, na skritu-rioù, na barnioù. Hiriv n’eus nemet ebatoù, c’hoarioù ha c’hoarzhadennoù gant an dud. Ha perak ’ta ne rafen ket-me evel ma ra ar re all, ul lip-e-bav bennak, un tamm lein vat pep en amzer ? Evidon da vezañ barner a beoc’h, me am eus, evel an holl dud, ur c’hof bihan hag a blij dezhañ ar gwin kozh, ar c’hig moc’h, ar wade-genn, ar silzig druz, ha me oar me ? O c’hoarzhin. Ha, ha, ha, ha ! Me a zebro hiriv ur bern traoù mat evel-se, e ti va mignon Gwenole Brouskaol, barner a beoc’h e Gwitalmeze, evel ma’z on-me barner a beoc’h amañ. Kenavo, va mignoned keizh, ha meurlarjez mat deoc’h, ha din-me ivez. Kenavo. Denez a ya kuit o saludiñ an dud. Yannig a zeu e-barzh, e zilhad pemdez warnañ, kozh dilhad fall ha lous, botoù koad.