VIII

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, MARC’HARID

MARC’HARID
Mat. Ar vaouez kaezh a gousk, war golo, gant he mabig. Va c’halon zo mantret a se. Met n’on ket evit gouzout pe e kouskan pe ne gouskan ket. N’eus nemet burzhudoù, en noz-mañ, en hon ti paour. E-pad ma teuen en-dro, edo an erc’h o paouez kouezhañ : bolz an neñv a lugerne gant mil ha mil steredenn, ha war c’horre an ti, traoù e oa o nijal. Krediñ a raen e welen-me daou labous bras ha kaer-kenañ, gwenn-kann o daou.

KATELLIG o sellet ouzh ar maez
O gwelet a ran, mamm ! o gwelet a ran ! Emaint o tont en ti. Setu int. Daou aelig gwenn a zeu unan dre gleiz, unan all dre zehoù.