VI

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, AR VAOUEZ PAOUR, AR PAOTRIG

AR VAOUEZ PAOUR
Pediñ a ran an Aotroù Doue ma skuilho e vennozhioù war an ti-mañ, ha war ar re a chom ennañ, abalamour d’o c’harantez evit ar beorien.

MARC’HARID
Allaz ! n’hon eus tra, koulz lavaret, da ginnig deoc’h, met an nebeud hon eus, a wir galon, eo her roomp. Azezit aze, maouez paour. Ar vaouez a azez hag e laka he c’hrouadur war he daoulin.

KATELLIG
Me, da gentañ, a fell din lakaat va mantell en-dro d’ar paotrig. Krenañ ’ra gant ar rev. Ez a da gerc’hat he mantell, hag hel laka war ar bugel. Dal ! kaezhig karet, setu kouignoù ; debr ! Ar bugel a zebr : stlakal a ra Katellig gant he daouarn. Debriñ a ra, mamm ! Debriñ a ra !

MARC’HARID
Mat hon eus graet, te a wel, o chom hep o debriñ holl.

JANED
Un tamm bara ho pezo, itron, gant ur banne gwin tomm !

AR VAOUEZ PAOUR
Bennozh Doue deoc’h, va merc’h ; met n’em eus ezhomm ebet a voued.

JANED
Me a fell din goulenn diganeoc’h ma reot ur blijadur zispar din.

AR VAOUEZ PAOUR
Pehini ?

JANED
Ma ve ho madelezh va lezel da c’hoari ur pennadig gant ho paotrig kaezh.

AR VAOUEZ PAOUR
A galon vat, mignonezig. Reiñ a ra he faotrig da Janed. Houmañ a laka ar bugel da azezañ war ur bank en he c’hichen, hag a ra allazig dezhañ.

MADALEN o tostaat ouzh ar bugel
Pebezh bugelig kaer ! Nag eñ zo koant ! N’on ket evit miret ouzh va daoulagad da ouelañ o sellet outañ, rak ar paotrig a zo aet kuit diganin oa ken koant, pe dost, hag hemañ. Madalen a sec’h he daoulagad.

ANNAIG
Na c’hwi zo eürus holl ! Ne welan ket, me, ar c’hoantig-se, met her c’harout a ran, peogwir her c’harit, ha me zo laouen koulskoude.

AR VAOUEZ PAOUR da Varc’harid
Ho paourkaezh merc’hig a zo dall ’ta ?

MARC’HARID
Dall abaoe ma’z eo ganet, siwazh !

AR VAOUEZ PAOUR
Pet vloaz eo ?

MARC’HARID
Unnek vloaz.

AR VAOUEZ PAOUR
Hag ar vedisined ? Petra o deus lavaret ?

MARC’HARID
Re baour ez oamp evit o faeañ. Unan anezho a zo deuet evit netra, ha pediñ start a ran an Aotroù Doue bemdez evitañ. Met diouzh e lavar, den n’hello biken pareañ va merc’h.

AR VAOUEZ PAOUR
Ha c’hwi a gred, evelato, e c’hellfe an Aotroù Doue, Eñ, he fareañ.

MARC’HARID
Her c’hrediñ a ran a greiz kalon. Met Annaig n’eo ket bet fellet dezhi, morse, her goulenn digantañ.

AR VAOUEZ PAOUR
Na perak ’ta kaezhig ?

ANNAIG
Mard on-me deuet dall er bed, itron, an Aotroù Doue eo en deus her c’hemennet, ha va mamm a lavar e rankomp adoriñ a-grenn ar pezh a ra.

AR VAOUEZ PAOUR
Ha ma rofe dit ar gweled hep n’her goulennfes digantañ, te a ve bras da levenez evelato ?

ANNAIG
Bras-bras, itron.

AR VAOUEZ PAOUR
N’anavez ket ac’hanon, tamm ebet. An aon a zo krog ennout, un tammig, marteze, dirazon. Daoust ha te a blijfe dit dont da azezañ ur pennadig war va daoulin ?

ANNAIG
Laouen ouzh hen ober, itron. N’hellan ket ho kwelet, gwir eo. Met karout a ran ho mouezh. Flour eo evel ur ganaouenn gaer, hag heñvel un tamm, a gredan, ouzh kleier iliz.

AR VAOUEZ PAOUR
Deus da’m c’haout. Marc’harid ha Madalen a gas Annaig hag he laka war daoulin ar vaouez paour. Houmañ a gemer Annaig en he divrec’h. Ober a ra dezhi karantezioù e-pad ur pennadig, hag e sell outi hep lavaret grik.

ANNAIG
O, itron vat ! Na dudius eo bezañ en ho tivrec’h ! Krediñ a ran emaon etre re va mamm !

AR VAOUEZ PAOUR
Lavaret a rez mat, bemdez, da bedennenn ?

ANNAIG
Pep mintin ha bemnoz, hag e-pad an noz, ivez, a-wechoù, pa vez poan va daoulagad o viret ouzhin da gousket.

AR VAOUEZ PAOUR
Neuze ’ta, e karez Jezuz ha Mari ?

ANNAIG
Gant holl garantez va c’halon.

AR VAOUEZ PAOUR
Mar karez anezho, krediñ a rez ez out karet ivez ganto ?

ANNAIG
Her c’hrediñ a ran, itron.

AR VAOUEZ PAOUR uheloc’h un tamm he mouezh.
Aelig dall, plac’hig fur ha karantezus, en anv Jezuz hag en anv Mari, digor da zaoulagad ha gwel !

ANNAIG o tigeriñ he daoulagad hag o leuskel ur griadenn
O, itron ! pebezh tra vurzhudus ! Me a wel ! Me a wel ! Redek a ra da gaout he mamm, Madalen, Janed ha Katellig. Mamm ! Mamm ! me ho kwel ! me ho kwel ! O, itron ! penaos ’ta hoc’h eus graet ? O levenez ! Gwelet a ran ivez ho paotrig ken kaer ! Petra da ober ? Penaos e c’hellin-me ho trugarekaat ?

AR VAOUEZ PAOUR
Dre veuliñ Doue.

MARC’HARID teneraet he c’halon
Krenañ ’ran gant al levenez ha gant an anaoudegezh vat. Piv ’oc’h, itron ? Un ael ? Ur santez ? Ur santez vras ? Petra a c’hellan-me ober evidoc’h ? N’em eus tra, siwazh ! va c’harantez n’em eus ken.

AR VAOUEZ PAOUR
A-walc’h eo. Met mar fell deoc’h plijout da’m c’halon, mar fell deoc’h va faeañ mat, va list, mar plij, da gousket en ho kichen gant va c’hrouadur.

MARC’HARID
Me ’roio deoc’h va gwele.

KATELLIG
Ha me ’roio va hini d’ar bugelig.

AR VAOUEZ PAOUR
N’her greot ket. Kasit ac’hanon d’ar c’hraouig goullo a zo tost d’ho ti. Kousket a rin aze, e-mesk ar c’holo, va mabig em divrec’h, ken na zeuio an deiz.

MARC’HARID
N’hellan tamm ebet. Me a grogfe mezh ennon ouzh ho lezel da vont…

AR VAOUEZ PAOUR
Ma ne fell ket deoc’h, ez in kuit. Bale a rin e-kreiz an noz, a-dreuz d’an erc’h. Va bugelig en devezo rev adarre, ha me ’ouelo. Mar am c’harit, grit ar pezh a c’houlennan.

MARC’HARID
Deuit, itron. Me avat, a zo gwall c’hlac’haret va c’halon ouzh ho kas d’ul lec’h ken dister. Marc’harid a ya kuit. Ar vaouez a ya mar he lerc’h, he bugel ganti.