V

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE NEMET C’HOAR IVONA. An holl a chom en o za, o daouarn e kroaz.

MARC’HARID
Plijit ganeoc’h, va Doue, bennigen ar boued roet deomp gant Ho madelezh.

AN HOLL
Evel-se bezet graet ! Azezañ a reont en-dro d’an daol, hag e tebront.

KATELLIG
Nag i zo mat ar c’houignoù-se. O, mamm ! roit re all.

MARC’HARID
Ne rin ket. Kalz ez eus anezho, gwir eo, met c’hwi a blijo deoc’h o c’haout adarre warc’hoazh.

ANNAIG
Unan bennak en deus skoet war an nor.

JANED
Tamm ebet. Ul logodenn eo o skrabat, o firbouchal er c’hrignol.

ANNAIG
Skoet ez eus bet, a dra sur. Me zo dall, hag ar re zall a zo fin bras o skouarn.

MARC’HARID
Mat. Tavit neuze. Mar en deus unan bennak skoet, e skoio adarre. Selaouomp. E skoer tri daol bihan war an nor.

ANNAIG
Me a ouie avat. Klevet mat em boa.

MARC’HARID uhel he mouezh
Piv zo aze ? Petra fell deoc’h ?

UR VAOUEZ PAOUR, er-maez
Ur vaouez paour, o vont da vervel gant ar rev.

ANNAIG
Mamm ! roomp digor d’ar baourez a c’houlenn. Ni a roio dezhi da zebriñ hag he lakaio da dommañ e-tal an tan.

MARC’HARID o sevel hag o vont da gichen an nor
N’hoc’h anavezan tamm ebet, ha ne gredan ket digeriñ va dor e-kreiz an noz.

AR VAOUEZ PAOUR er-maez
N’ho pezo ket a geuz da vezañ va degemeret. Goulenn a ran digant ho truez ma tigorot an nor din. An erc’h a gouezh. Emañ va faotrig o vont da vervel ma n’hellin ket e dommañ un tammig. Roit an digor deomp en anv Jezuz.

ANNAIG e daouarn e kroaz
En anv Jezuz, va mamm, en anv Jezuz !

MARC’HARID
Ma livirit un anv ken santel, n’on ket evit ho lezel da chom er-maez. An holl a sav diouzh an daol, nemet Annaig. Marc’harid a zigor an nor. Un vaouez yaouank, paour-paour, a zeu e-barzh, dorn-ha-dorn gant ur paotrig tri bloaz. Gwisket ’int o daou gant dilhad fall, erc’h warno, o zreid noazh.