IV
AN HEVELEP RE, MADALEN
MADALEN
Va galvet hoc’h eus, va Marc’harid vat ? Petra a c’houlennit diganin ?
MARC’HARID
Ma reot ur blijadur vras da’m merc’hig Annaig. Va merc’h a fell dezhi e chomfec’h da goaniañ ganeomp. Va c’hoar Ivona he deus degaset deomp traoù mat a-berzh dimezelled ar c’hastell.
MADALEN
Ho trugarekaat a ran a wir galon. Marc’harid, ha te ivez, va mignonezig. Me hag a zo glac’haret atav va c’halon, n’oan ket evit krediñ e welfen, en noz-mañ, mousc’hoarzh ar vugale, goude mousc’hoarzh aelez oferenn Nedeleg.
C’HOAR IVONA
Lavaret em eus deoc’h na ven ket evit chom pell amañ. Kenavo, ha ra vezo laouen hoc’h askoan.
AN HOLL a-unan
Kenavo, kenavo, c’hoar Ivona. Katellig a bok dezhi. C’hoar Ivona a ya kuit. Janed a ya da gerc’hat Annaig evit he c’has betek an daol.