III

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, C’HOAR IVONA

JANED HA KATELLIG a-unan
C’hoar Ivona eo ! C’hoar Ivona eo !

C’HOAR IVONA
Ya, va bugaligoù. Met ur pennadig n’em eus ket da chom amañ. Dont a ran a-berzh dimezelled ar c’hastell. Gourc’hemennet o deus din ma tegasin deoc’h traoù mat bennak evit ho noz Nedeleg. O tennañ an traoù er-maez eus he faner. Sellit ! bara fresk, amann, kouignoù, ur voutailhad gwin kozh.

MARC’HARID
Nag i zo mat ha karantezus an dimezelled-se, va c’hoar gaezh. Doue r’o bennigo ha c’hwi ivez, o tont eus o ferzh.

JANED
Ni a yelo hiriv, va mamm, d’o zrugarekaat.

MARC’HARID
Ya, va merc’hig.

KATELLIG
Me ’gar va c’hoar Ivona a-greiz va c’halon.

JANED o c’hoarzhin
Ha perak ? Dre ma’z eus kouignoù ganti.

KATELLIG
N’eo ket gwir, fri marmouz ac’hanout. N’eo ket evit an dra-se eo.

JANED
Perak ’ta, neuze ?

KATELLIG
Dre ma fell din mont da leanez, evelti, pa vin bras, evit m’am bezo ivez ur sae wenn, hag un evnig a-istribilh ouzh va gouzoug. C’hoari a ra Katellig gant evnig arc’hant c’hoar Ivona. Sell ! sell ouzh al labousig arc’hant.

ANNAIG
Mamm ! Ret mat eo deomp lavaret da Vadalen dont da goaniañ ganeomp. Hounnezh zo paouroc’h c’hoazh egedomp-ni, ha n’he deus tamm da zebriñ en noz-mañ, ’meus aon.

JANED ha KATELLIG a-unan
Ya mamm ! ya mamm !

C’HOAR IVONA
Te zo mat da galon Annaig ; te a vezo benniget er bed-mañ zoken, marteze. Da Varc’harid. Ha Madalen, piv eo hounnezh ?

MARC’HARID
C’hwi ’oar ervat, va c’hoar. Madalen eo ar vaouez-se ken paour, amezegez din. Intañvez eo, eveldon-me. Ur c’hrouadur n’he doa ken, Yannig, ur paotrig pevar bloaz evel Perig, va hini-me. Mervel a reas, warlene, d’ar memes mare. Koulz lavaret, ma tremenas ivez va hini. Me avat, teir merc’h a chom ganin, e-lec’h Madalen a chom-hi he-unan-penn war an douar. Ur santez eo, va c’hoar, hag a rofe he zamm bara diwezhañ da viret ouzh ur paour da vervel gant an naon. Galvit hi, va bugale, galvit hi !

JANED ha KATELLIG o vont o div da skeiñ war ar speurenn
Madalen ! Madalen ! deuit ’ta. hon mamm eo a fell dezhi ho kwelet.

MADALEN en tu all d’ar speurenn
Gwir, va bugaligoù ? Dont a ran diouzhtu.

JANED
Emañ o tont, mamm ; emañ o tont diouzhtu, emezi.

MARC’HARID
Mat, va bugale. Laouen ’on o welet e karit ar re a zo paouroc’h c’hoazh egedoc’h. Madalen a zeu.