II

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, MARC’HARID, KATELLIG, erc’h war o mantelloù

KATELLIG
Aon am eus, mamm, dre ma ne zeuec’h ket en-dro, Annaig ganeoc’h.

MARC’HARID o tennañ he mantell hag hini Annaig, hag oc’h ober d’he merc’hig dall azezañ
Evel a ouzout, va c’haezhig, an erc’h a gouezh, avel vras ar mor a zo dirollet ha kounnaret. Dre ur seurt amzer, n’eo ket da c’hoar evit bale ken buan ha te, na petra ’ta ?

KATELLIG
Ba, ba, ba ! dre ma ne oar ket. Me avat, a gerzhfe buan n’eus forzh e pelec’h, a-dreuz d’an avel, a-dreuz d’an erc’h, er glav, en dour, e-kreiz ar fank.

MARC’HARID
Ha zoken pa vijes dall ?

KATELLIG fouge enni
Ya.

MARC’HARID
Mat. Ni a welo. Marc’harid a skoulm ur mouchouer ouzh daoulagad Katellig, evel pa ve ouzh he lakaat da c’hoari mouchig-dall. Alo ’ta ! bale. Katellig a astenn he divrec’h a-gleiz hag a-zehoù hag en em laka da ouelañ dourek ha da hirvoudiñ. Petra ’ta ? Bale ! bale ’ta ! Katellig a ouel adarre. He mamm a denn ar mouchouer diwar he daoulagad. Kae ! ha lavar bennozh d’an Aotroù Doue, en deus graet da zaoulagad sklêr ha digor frank. Ac’hanta ! va bugale, azezit ouzh an daol, ma roin deoc’h pep a skudelladig laezh tomm. Ar vugale a azez. Marc’harid a ya da gerc’hat ar skudelloù.

KATELLIG o sellet ouzh ar maez.
Mamm !

MARC’HARID
Petra zo va c’hoantig ?

KATELLIG
Gwelet em eus, a-dreñv ar prenestr, ur sklêrijenn vihan hag un itron gaer, gwenn he sae.

JANED
Kousket a rez. Un huñvre n’eo ken.

KATELLIG droug un tammig enni
Nann, nann ! ne gouskan ket. Gwelet em eus un itron wenn o tont amañ. Sellit, setu hi. C’hoar Ivona a zeu, un baner ouzh koubl he brec’h, ul leternig war alum en he dorn. Janed ha Katellig, laouen o div, a ya d’he c’hichen.