I

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

JANED, KATELLIG. Erc’h war o mantelloù

JANED
Deus, Katellig, deus, va c’halonig. Tenn da vantell. Katellig a glask hen ober ha n’hell ket. Gortoz ! emaon o vont da reiñ skoaz dit. Janed a denn mantell he c’hoar hag he hini.

KATELLIG nec’het
Ha va mamm ? Hag Annaig ? Perak ’ta ne zeuont ket en-dro ?

JANED
Bez dinec’h. hon mamm a zeu war hon lerc’h. Met n’eo ket evit dont en-dro ken buan ha ni, o vezañ ma teu goustadik, dorn-ha-dorn gant Annaig. Ha pedet start ec’h eus evit Annaig e-pad oferenn ar Pellgent ? Paourkaezh Annaig ! Pebezh rann-galon eviti bezañ dall ! Ha pedet start ec’h eus, ivez, aelez ar c’hraou santel, ha Perig, hon breur bihan, a zo bremañ un aelig evelto, peogwir ez eo marvet warlene ?

KATELLIG
Ya, pedet mat em eus, dre m’az poa hel lavaret din. Met her graet em eus evit netra, evel a welez. Annaig a zo dall koulz ha diagent. Ha mar en divije ar Mabig Jezuz he fareet, hi a vije deuet en-dro buanoc’h. Ha n’eo ket distro, na va mamm kennebeut. Lonket ’int bet, marteze, o div, gant ur bleiz.

JANED o c’hoarzhin
Gant ur bleiz ? Pell bras zo n’eus mui a vleizi e Breizh.

KATELLIG
Sell ! Perak ’ta neuze, pa vezez ouzh va gourdrouz, e leverez atav : deuit bleiz ! deuit bleiz !

JANED
Gwir eo. Bez ez eus ur bleiz c’hoazh, unan hep mui ken, unan kozh-kozh, evit ar vugale vihan, pa vezont drouk.

KATELLIG
Mat. Mard eo kozh, n’em eus tamm aon ebet dirazañ, me, rak dizant eo, a dra sur.

JANED
N’eo ket.

KATELLIG
Eo, eo. Tad kozh, Doue r’e bardono, oa eñ ivez kozh-kozh pa’z eo marvet, ha n’oa ur c’hozh tamm dant zoken en e c’henoù. Kae ’ta ! Gouzout mat a ran, me.

MARC’HARID, er-maez
Digorit an nor, va bugale, digorit buan. Yen bras-bras eo anezhi.

JANED da Gatellig
Klevet a rez ? Setu i o div o tont.