Va c’hi Fistoulig
- Alan Barv-Rouestlet
- Chom e Breizh-Izel
- Dall kozh Sant Herbod
- Dindan ar gwez derv
- Distro ar saout
- Douar panez
- Doue, ho pet truez
- E Berrien
- E Gwele ar Ramzed
- E goudor Roc’h-ar-feunteun e Menez Are
- E skleur al loar
- Emgann ar Releg
- Er pradoù da vare ar ragain
- Erc’h
- Feunteun Sant Kadou
- Fiziañs !
- Genver
- Glav Sant-Mikael
- Goude ur barrad glav
- Gouenn ar Vretoned !
- Gouloù deiz
- Gradlon
- Kan re varv ar brezel
- Kanevedenn, pe Gwareg-ar-glav
- Koukou !
- Kêr-Rolland e Brenniliz
- Lennon
- Madober ar menez
- Marc’h Salomon
- Mouezh an dornerez
- Na ouelit ket !
- Nomenoe
- Pa dinto ar c’hleier
- Pedenn un tad marvet er brezel
- Peurzorn
- Plac’h Sant-Riwall
- Roc’h ar Salud
- Sant Herbod
- Sant Ivon
- Sant kozh ar feunteun
- Tantad Sant Yann
- Taol teod
- Tenner mouded Yun Elez
- Va buoc’h velen
- Va c’hi Fistoulig
- Va huñvre
- Va laeradenn e Kastellin
- War o gwalc’h
- War vez ur c’hwreg yaouank
- Yun Elez
- al Leonad kozh en e zouaroù
- an Daou ganer pe mouezh kentañ an awen
- an Den evurus
- an Oc’hen er feunteun
- an Toer
- an Troc’her gouzer e menez Are
- ar Arc’h kozh
- ar Blev-kozh
- ar Bonedoù ruz
- ar C’harrer
- ar Falc’her
- ar Fornier
- ar Glaouer
- ar Groaz tev
- ar Marc’hadour buoc’henned
- ar Miliner
- ar Rouanez Anna
- ar Sakrist kozh
- da Serr-noz e Uhelgoad
- er Menez
- un Nozvezh
Ha bez’ e oa va c’hi eus ur ouenn vat pe fall ?
N’oufen hen diskuliañ, pe me a vezo dall !
Kentoc’h e oa bihan, etre melen ha gwenn,
Gant divskouarn bechek1 hag ul lost bigornenn.
Ar pezh a ouzon sur, ez oa ur gwall skraper,
Doujabl d’e genseurted, enebour d’ar c’hicher*, [?]
Boued ar gordenn, fallakr, dañjerus d’an estren,
Hep bezañ re deut mat gant an amezeien.
Ouzhpenn-se, dic’hailher, dantet er c’hoarioù ;
Pet bragoù ne fregas en hor plijadurioù ?
Evit-se e tapas kalz a daolioù botez ;
Ha ganin, ’n e c’houde, ’voe fest ar skuberezh...
Ar mammoù a glemme, alies hep rezon !
Gant an holl dorfedoù e samment va mignon :
Mar kaved, e pennkêr Fistoulig ar Porzh Kloz2
Ur chupenn dibastell, Fistoulig ’vije kaoz.
***
Bloaz dek ha tri ugent, o bloavezh an anken,
A erc’h, a frim, a skorn, na’z ankouain biken !
Ar Brusianed fall a zismantre va bro ;
Hepken e kleved komz eus gwastadur tro-dro,
D’ar beure, ’hed an deiz, e-pad an nozvezhioù,
En tiez, er c’hêrioù, koulz ha war ar maezioù.
Dioueret a beuriñ, hep foenn, kolo, en noz,
Al loened o-unan n’o doa ket a repoz ;
Treut, naonek, ar bleizi ’zileze ar c’hoadoù
Evit o distrujañ er parkoù, er pradoù.
A viz du da c’hwevrer va c’hi tamm ne gouskas ;
Er porzh, er prad, el leur, a bep tu e harzhas.
Un nozvezh, goude koan, e c’hromellas meurbet,
Meur ’wech dre ar prenestr d’e graou ’teuas dired.
Antronoz n’her gwelis... En devezhioù war-lerc’h,
E kavjod e groc’hen er c’hoad e-mesk an erc’h.
***
Mervel ’vit difenn
Madoù e berc’henn
A zo sur ur skouer vat
Da heuilh e pep stad !
1 Begek
2 Va ziegezh