Kousk ar Mabig Jezuz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 07/01/1917
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’m c’hoar Gid

E-pad ma kousk Jozef, brevet gant ar skuizhder,
Mari war he barlenn a lusk he mab Doue,
Hag he mouezh a vouskan ur ganaouenn dener :
« Kouskit, Mabig Jezuz ! Grit ur c’housk, va Roue !

« Ha me a glasko deoc’h, ma rit ur c’housk buan,
Ur rozenn roz-livet hag ur gaer a gudon,
Ur gudon ken koantik ! un dañvadig bihan,
Un dañvadig bihan hag un durzhunell sonn...

« Kouskit, Mabig Jezuz ! Kouskit ; yen eo an noz !
An erc’h a gouezh gwenn-kann er-maez en-dro d’ar c’hraou ;
Ar vesaerien zoken a gemer o repoz ;
An ejen, an azen a zo kousket o daou.

« O kouskit, va Aotroù ! Serrit ho taoulagad ;
War-zu an neñvoù don ra bigno ho spered !
Renadurezh ar bed lezit-hi gant ho Tad...
Kouskit, rak ar poanioù ho kwasko c’hoazh abred ! »