daskor - facebook  daskor - css

Daskor

GOULC’HEN, IVONIG, [JAK AR PELIKARD]

GOULC’HEN
Gwerc’hez venniget ! Oh ! Na bravañ gwerzenn !
Che ! Ivonig, te eo !

IVONIG
                                    Me eo, tonton Goulc’hen.

GOULC’HEN
Krediñ a raen, va mab, klevet an eostig-noz.
O tibunañ e son, en ul liorzhig kloz.

IVONIG
Ah ! Goap a rit, tonton Goulc’hen ! Me n’oun* netra   [n’ouzon] 
’Met ur c’hozh savelleg a lannoù Keranna
A gan pa gouezh an noz ha pa sav an deiz    [un troatad a vank] 
O krediñ n’eus ouzh e selaou nemet Doue.

GOULC’HEN
Betek an neñv, va mab, eo bet klevet da gan,
Doue a selaouo ar savelleg bihan.
Kresket ’out e toare ?

IVONIG
                                       Kavit ?

GOULC’HEN
                                                    Hep mar ebet !
Gwir eo, tost da vloaz a zo n’hon eus ket ’n em welet
Hag en ur ober bloaz, da’z oad-te, e kresker
Buan hag hir ’vel an haleg, war ribl ar stêr.
Ken bras ha da dad-kozh, Doue r’her pardono,
E vezi dizale ! Fur oa ; war va meno,
E Plunered n’eus nemet un den a galon
O tegas din soñj anezhañ.

IVONIG
                                                 Piv ?

GOULC’HEN
                                                           Da baeron
Ivon Nikolazig, an den troet gwellañ
Am eus biskoazh kavet abaoe ma vevan.

IVONIG
Ha ! Feiz ! Avat, Goulc’hen, n[e] ouzon ket petra
En deus hag hen tregas a-walc’h en deizioù-mañ.

GOULC’HEN
Ur boan bennak hen dalc’h, ar paourkaezh ! Pep unan
En deus e re, va mab, zoken an sent vrasañ.

IVONIG
Teir sizhun zo m’her gwelomp chifal, gwashoc’h-gwazh ;
Un anken vras a dle pouezañ war e zivskoazh.
Ne lavar ket ur ger ouzh hini. Nann ha ya
A dennomp digantañ, netra ken ; mont a ra
Eus an ti d’e labour, eus e labour d’an ti
E zaoulagad dindan e dreid, mut ’vel ur c’hi.

GOULC’HEN
Mat ! Biskoazh kement all !

IVONIG
                                                   Goude koan, eñ eo e penn
An daol a lavar ar bedenn hag a lenn
Evel gwechall buhez ar sent, a vouezh uhel,
Met kerkent ha m’en deus serret al levr santel
E lez goullo e skaon zerv e korn an tan
Hag e ya d’e gampr ’vit bezañ gwell e-unan ;
An hanter eus an noz a dremen daoulinet.

GOULC’HEN
Ra lakaio Doue ar peoc’h en e spered.

IVONIG
Komz mat a rit, tonton Goulc’hen, sur, rak n’eo ket
Abaoe teir sizhun, plijadurus tamm ’bet
Bevañ ganeomp, sellit. Fenoz ’n abeg deoc’h-c’hwi
Marteze vo ’velkent, muioc’h a joa en ti
Ken’vo, emberr, tonton Goulc’hen.

GOULC’HEN
                                                               Ken’vo emberr.

IVONIG, o tiskouez al lann a-zehoù
Sellit ’ta va loened o deus naon c’hoazh.

AR PELIKARD, da Ivonig a ya kuit
                                                                        D’ar gêr
Difrae, difrae, emañ ar vestrez o c’hortoz,
Ivonig : ret eo c’hoazh o goro a-raok an noz.