daskor - facebook  daskor - css

Daskor

GOULC’HEN, e-unan
N’eo ket ur vicher eo ’velkent, da’m oad, bezañ
O redek eus ur gêr d’un all ’vit klask bara.
Ha c’hoazh, arabat klemm, rak pa vez an amzer
Brav evel m’eo hiziv, aesoc’hik e kerzher.
Teir eur am eus lakaet da zont eus a Alre
Betek amañ… Skuizh ’on !… Laouen, me ’astennfe
Va c’horf war al leton, da baouez, un tammig.

En ur sellet war-zu ar Bosennoù.

Setu Loeiz ar Rouz hag Ivon Nikolazig
O troc’hañ ed, ed kaer, du-hont er Bosennoù.
Tud vat an daou vreur kaer, eus an dibab, o daou.
Ken lies gwech m’en em gavan e Keranna
O zi a zo va zi , o bara va bara,
Ha pa choman, ’hed an noz, dindan o zoenn
E kouskan ’n ur gwele, etre div liñsel wenn.
Dont a raint dizale da glask koan ; kerkoulz eo
Gedal m’o devezo peurdroc’het o erv.
Che !…

Klevet a reer unan bennak o kanañ.

    War ur barrig uhel, uhel,
    An evned o deus ’n em vodet,
    Me a garfe bezañ un ael
    Evit nijal uhel, uhel,
    Uheloc’h ’vit barr an evned.
        Ho !

Ivonig a zegouezh war ar c’hoarilec’h.