daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Kent ma sav ar gouel.

AR C’HOMZER, a lavar

En amzer-hont – tri c’hant vloaz zo – Santez Anna
A lein an neñv – a ziskennas – e Keranna
    Doaniet meurbet.

AR GANERIEN

    Allaz ! Allaz !

AR C’HOMZER

Ar chapel gozh – savet dezhi – gant hon tadoù
Ma tregerne – kement enni – o fedennoù
    A oa kouezhet.

AR GANERIEN

    Allaz ! Allaz !

AR C’HOMZER

    Ha Santez Anna a ouele.

Ar gouel a sav hag e weler Santez Anna diskennet er Bosennoù.

AR C’HOMZER

O Mamm garet – na ouelit ket – Ho Pretoned
A savo deoc’h – ur chapel gaer – ha ne vo ket
    Kaeroc’h er vro.

AR GANERIEN

    Alleluia ! Alleluia !

AR C’HOMZER

Ur chapel gaer – ’vel ne vo ket – holl tro-war-dro
Ha c’hwi a vo – hor rouanez – ha mamm hor bro
    Atav, atav.

AR GANERIEN

    Alleluia ! Alleluia !

AR C’HOMZER

En dachenn ma’z eo bet chapel gozh Keranna
Piv a ouezo petra ’glaske Santez Anna ?