daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Tri goublad eus ar werz-mañ a vezo kanet gant unan bennak a-raok pep arvest hag an holl raktal a ziskano anezho.

    I

1. Tud vat a Vreizh-Izel, tostait da glevet
Penaos eo Keranna deut da vezañ brudet.

2. Eno Santez Anna, tro-dro dezhi splannder,
[A] en em ziskouezas d’ur paourkaezh labourer.

3. N[e] oa ket e nep lec’h un den ankenietoc’h
Eget Nikolazig a ya da gomz ouzhoc’h.

    II

1. E pennkêr Keranna un enklask a zo graet
Gant an Aotroù Garo a-berzh eskop Gwened.

2. Hag e klever penaos e oa gwechall eno
Ur chapel gozh kouezhet, en he foull, mil bell zo.

3. Santez Anna a zalc’h he gwir war he chapel ;
Mallozh d’an neb a venn arat al lec’h santel.

    III

1. Nikolazig en deus en dachenn venniget
Kavet, en noz, skeudenn e batronez karet.

2. Ha setu eñ o vont kerkent ha gouloù deiz
A-dizh, da Blunered, gant mignoned e-leizh.

3. Da gas ar c’heloù mat da berson e barrez,
Dirak an holl, siwazh, trouz a glev gant hennezh.

    IV

1. Santez Anna, erfin, dre vurzhudoù nerzhus
A ziskouez splann d’an holl he dorn karantezus.

2. Mark Ardeven gwellaet hag ar person ivez
A lavar : « Gloar dezhi, bennozh ha trugarez ! »

3. Hag an dud, a-vandenn, a bep korn eus ar vro,
O tont da Geranna, a gav sikour eno.

    V

1. Nikolazig en deus da echuiñ e labour
Savet d’e « Vestrez Vat » un iliz hag un tour.

2. Un iliz hag a vo un deiz anavezet
’Vit bezañ da viken, iliz ar Vretoned.

3. Tremen a ra e peoc’h e lez e batronez
En un douiñ en deus lâret ar wirionez.